Daoust ma oa keltiek o yezh[2],[3], e lavarent, hervez Tacitus, e oant a orin german[4]. Diasur eur war ar poent-se ha n’emañ ket a-du an holl arbennigourien, met moarvat e oant diskennidi da C'hermaned keltiekaet, evel pobloù all e Gallia Belgica. Hervez sant Hieronimos e veze komzet ganto, er IVe kantved, ur yezh keltiek kar da yezh GalatedAzia Vihanañ.
Da vare Julius Caesar en em astenne o bro betek ar stêr Rhenus (Roen) en hanternoz. Reiñ a rejont skoazell da Caesar e deroù Brezel Galia, dindan ren Cingetorix, gant o marc'heien[5]. Met e -54 e savjont a-du gant emsavadeg enep-roman an Eburones, renet gant Ambiorix. Faezhet e voent gant an armeoù roman avat. Chom a rejont neptu goude-se e-pad emsavadeg Verkingetorix. Diwezhatoc’h, e 70, e kemerjont perzh en emsavadeg ar Vataved a-enep ar Romaned.
↑Edith Mary Wightman, Roman Trier and the Treveri, Rupert Hart-Davis, Londrez, 1970, p. 19.
↑Talvezout a rafe o anv kement ha « treizherien », hervez Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, p. 36, ha hervez Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, p. 301