Preden zo un anv brezhonek, deuet eus an henvrezhoneg, hag a vez graet eus Enez Vreizh, dreist-holl a-raok krouidigezh Bro-Saoz, er Grennamzer.
Diwar an anv Preden eo bet savet ar gerioù predeneg ha predenek.
Lec'hanvadurezh
An anv Preden, a gaver en anvioù-lec'h Rosporden ha Trebeurden, a zo kar da anv kembraek Prydain, anv Breizh-Veur e kembraeg.
Testenioù
Kavout a reer an anv preden e brezhoneg adalek 1930, meneget eo :
- e Gwalarn, niverenn 23, embannet e 1930[1];
- e Geriadur Vallée[2], embannet e 1931 ;
- gant Abeozen e-barzh Yezadur berr ar c'hembraeg, Gwalarn, niverenn 51, embannet e 1933, ma kaver ar ger deveret predenek[3];
- gant Roparz Hemon e-barzh Istor burzudus hon tadou, Gwalarn, niverenn 94, embannet e 1936, ma kaver ar ger deveret predeneg[4];
- gant Arzel Even e-barzh Istor ar Yezhoù keltiek, embannet e 1962;
- e Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1985[5]
Istor
Notennoù
- ↑ Pajenn 22
- ↑ Pajenn 81
- ↑ Pajenn 5
- ↑ Pajenn 50
- ↑ Coop Breizh, 1985, p.64