IIIe kantved
D'ar 1añ Genver 201 e krog an IIIde kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 300.
Darvoudoù
- Sembrouthes, roue Aksoum (Etiopia). E Decca-Mahare, lec'hiad ur santual bras, ez eus dediet ur maen koun e gresianeg e-tro an Eil pe an IIIe kantved gant Sembrouthes, ur priñs gantañ un anv gresianekaet, anezhañ Roue Rouaned an Aksoumed (kentañ meneg eus an titl impalaer)
- Diazezet pevar eskopti e proviñs Mauretania Tingitana
- Dizoloet ez eus un enskrivadur yuzev war ur maen bez, bloaziet eus an IIIe kantved e Abdera (Adra), e su Granada (Spagn).
- Stroñset eo an Impalaeriezh roman gant enkadenn an IIIe kantved. Merket eo ar mare a vez graet anarkiezh vilourel anezhañ gant aloubadegoù ar Varbared, ar brezelioù diabarzh, an emsavadegoù feuls, ha disrannoù proviñsoù (Gwelet ivez Tetrarkiezh)
- Diskar zo gant ar boblañs en Impalaeriezh roman. Rediañ a ra ar Stad hag ar berc'henned da stagañ ar gouerien ouzh o douar (stumm an trevadenniñ). E penn-kentañ e oa an drevadennerien perc'henned vihan (possessores). Soulgarget gant an tailhoù e tistaolont o gwir perc'hennañ. A-wechoù ez eont da greñvaat strolladoù ar Varbared pe ar bagadoù a vez o kantren e Galia. Peurliesañ avat e chomont war o zamm douar hag e c'houlennont gwarez (patrocinium) ur perc'henn bras. Dilezel a reont o ferc'henniezh a chom en o c'herz betek o marv, hep gellout kuitaat o zachenn.
- 212 : Deroet eo ar geodedelezh d'an holl dud frank e Roma dre vonreizh Antoninus Constitutio Antoniniana.
- 212-216 : Kibelldioù Caracalla
- 258 : Lazhadeg kristenien war urzh an Impalaer Valerian.
- Paotr Tollund, kelan bet miret en taouarc'h e Danmark. Sparlet eo bet an den. Da varn diouzh e vizied fin ne oa ket ul labourer anezhañ, un den uhel eta (dibenn IIIe kantved).
- Meneget an Eruli (Heruled), mailhed war ar runoù, e Danmark (Jylland) e Mor Egea, dre Rusia hag ar Mor Du.
Tud dibar
- Caracalla (188 - 217), impalaer roman (211-217)
- Aorelian, impalaer roman (270-275)
- Diokletian (245-313), impalaer roman (284 - 305).
- Diophantus Aleksandria, a skriv Arithmetica
- Hipolit, Eneppab kentañ
- Klemañs Aleksandria
- Liu Hui, jedoniour sinaat
- Mani (profed), bet diazezet ar vanikegezh gantañ
- Origen
- Pappos Aleksandria, jedoniour gresian
- Plotinos prederour egiptat, diazezer an nevez-platonegezh, (205 - 270)
- M. Sattonius Iucundus, bet adkempennet an Thermae e Heerlen gantañ
- Tertullian, lesanvet a-wechoù tad an Iliz Roman
- Wang Pi, Taoour
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
- Dizoloet ez eus bet e Hjortspring (Danmark) ul lestr brezel gant armoù tro-dro dezhañ : en holl 150 skoed koad, 138 beg goafioù hag 20 roched emwareziñ. Pep tra a oa e koad gant ur roeñv sturiañ en adreñv war stribourzh. Frammet e oa bet ar vag hep tach ebet gant ibiloù koad, hep gwern na kein, na ouel ebet.
- Testeniekaet an enskrivadurioù runek kentañ (lizherenneg futhark). Amprestet e vije bet ar skritur-se gant Germaned eus kreiz an Danav digant lizherennegoù deveret eus ar skritur etruskek implijet gant pobloù zo er su d'an Alpoù. Evit ar pep brasañ ez eo epigrafek ar skritur runek. Kizellet e veze al lizherennoù er mein evit stummañ enskrivadurioù. Ne vo ket pell Germaned ar c'hevandir da zilezel an doare-skrivañ-mañ a gendalc'ho da vevañ e Skandinavia dre levezon Danmark koulskoude.
- Unan eus merkoù an tremen eus an Henamzer d'ar Grennamzer eo implij ar barrikennoù hag ar brageier gant ar sevenadur roman .
- E Siria ez eus stummet un doare lunedoù kentañ evit ur briñsez verrwel.
|
|