Marevezh klasel ar sevenadurezh vaya (300-900) e Chiapas hag e Yucatán. En em ledañ a ra ur sevenadurezh unvan a-walc'h a-hed an tiriad maya heverk dre al levezon mec'hikan kreñv warni. Savet e vez kreizennoù lidañ meur Palenque, Tikal ha Copán.
Labourat a ra ar vayaed an douar gant teknikoù askoridik diazezet war barkeier war savennoù. Gounezet e vez maiz, fav, koulourdrennoù, skilbebr ha gwrizioù debradus.
En em gavout a ra ar relijion kristen e rouantelezh Aksoum en Etiopia dre marc'hadourien gresian-ha-roman staliet er mor Ruz. Kristenekaet eo ar rouantelezh gant Sant Frumentius avieler eus Tir.
Stankoc'h-stankañ eo ar produerezh houarn e Norzheuropa, marteze a-walc'h abalamour da gresk rouantelezhioù bihan (Bohemia, Schleswig-Holstein hag e su Polonia).