Smith & Wesson Brands, Inc., skrivet alies S&W e bed an armoù, zo un embregerezh stadunanat krouet e 1856 hag a brodu armoù-tan hiniennel dreist-holl. Diazezet eo e Maryville (Tennessee). Unan eus an anvioù koshañ ha brudetañ e bed an armoù-tan eo.
Istor
Volcanic Repeating Arms Company
Krouet e oa bet Smith & Wesson e 1856 gant Horace Smith ha Daniel B. Wesson dindan an anv Smith & Wesson Revolver Company. Ne oa ket ket ar wech kentañ e laboure an daou ijiner asambles : e 1852 o doa savet un embregerezh all, ar Smith & Wesson Company, adanvet war-lerc'h Volcanic Repeating Arms[1]. Gwerzhañ a raent pistolennoù ha fuzuilhoù Volcanic, dezhe ul loc'henn-grogenn ha kartouchennoù klok (douilhez, emors, poultr ha boled), ar pezh a oa nevez d'ar poent-se[2]. Ne reas ket berzh kouskoude : dañjerus e oa an armoù, pa c'halle meur a gartouchenn tarzhañ war an dro en arm[3]. Gwerzhet e voe an embregerezh kentañ da Oliver Winchester e 1854, ha dont a reas da vezañ ar Winchester Repeating Arms Company.
Adc'hanedigezh Smith & Wesson
E 1857 e oa raktreset deiziad-termen breved Samuel Colt war taboulin e revolverioù, ijinet e 1835. Daniel B. Wesson a ijinas ur revolver ennañ kartouchennoù klok gwellaet. Evit o implij e ranke an daboulin bezañ toull-didoull penn-da-benn. Ur breved war taboulinoù a seurt-se a oa bet lakaet dija gant gant an armeurerRollin White. Horace Smith ha Daniel Wesson a savas un embregerezh nevez evit produiñ ar revolverioù nevez. Anvet e voe Smith & Wesson, ha prenañ a reas ar stal gwirioù war brevedoù Rollin White. Diwar o labour e voe produet ha gwerzhet adalek 1857 ar Smith & Wesson Model 1, kambret evit munisionoù .22 Short. E 1861 e voe boulc'het gant produiñ ar revolver Model 2, kambret e .32, ur c'halibr brasoc'h ha talvoudusoc'h d'ar soudarded. Kordañ a reas gant deroù ar Brezel Diabarzh er Stadoù-Unanet, ha kantadoù a viliadoù a skouerennoù eus an daou revolver a voe gwerzhet gant Smith & Wesson. Diaesoc'h e voe ar jeu goude fin ar brezel e 1865, met ar revolver Model 3 produet adalek 1869 a reas berzh er bed a-bezh. Choazet e voe evel arm-dorn arme Impalaeriezh Rusia[3].
Loc'hañ ar saverien
E 1874 e kuitaas Horace Smith an embregerezh, ha-eñ 65 bloaz. Gwerzhañ a reas e lodennoù da Daniel Wesson, a chomas mestr war ar stal. Dindan e ren e voe produet an .38 Safety Hammerless, ar revolver kentañ er bed dezhañ ur c'hi kuzh hag ur blatinenn daou-ober[4]. E 1899 e kinnigas ar Smith & Wesson M&P (evit Military and Police), un arm galloudus a voe gwerzhet kalz da bolisoù er bed a-bezh[3]. Er memes mare ez eas Daniel B. Wesson kuit eus an embregerezh. Mervel a reas e 1906.
XXvet kantved
E 1913 e kinnigas Smith & Wesson o fistolenn damaotomatek kentañ, ar Model 13. E-touez degasadennoù a-bouez an embregerezh en XXvet kantved e c'haller menegiñ ar c'hartouchennoù .357 Magnum (1935), ar revolver Model 29 (1955) brudet abaoe e implij gant Clint Eastwood e Dirty Harry (1971), ar munisionoù .40 S&W (1990) pe ar revolver Model 500, unan eus an armoù-dorn galloudusañ[4]. Hiziv an deiz eo brudet eo ar merk evit e revolverioù dreist-holl, met armoù-tan hiniennel a bep seurt ha dafar evir polis (grizilhonoù, chadennoù evit ar brizonidi stadunanat) a sav ivez.
Armoù
Revolverioù
Diazezet eo ar bras eus ar revolverioù Smith & Wesson war un nebeud frammoù disheñvel an eil diouzh ar re all dre o stumm hag o ment. Anvet eo ar frammoù-mañ gant lizherennoù disheñvel.[5] Kalibr an armoù meneget a zo skrivet etre krommelloù.
Rummad produet asambles gant Walther. Pistolennoù kambret e meur a galibr, evel da skouer e 9 mm Parabellum, .40 S&W, ha .45 ACP.
Rummad M&P
Pistolennoù e polimer savet adalek 2005 evit marc'had an arme hag ar polis (Military & Police). Kambret eo pistolennoù ar rummad e meur a galibr : 9 × 19 mm, .40 S&W, 5.7 x 28 mm, .22 WMR ha .357 SIG. Ur stumm .22 LR M&P a voe ijinet asambles gant Carl Walther ha produet en Alamagn. Ur stumm .45 ACP a voe produet e 2007. Mentoù pistolennoù disheñvel a gaver er rummad M&P.
Rummad SD VE
Rummad boulc'het e 2012 e kalibroù 9 × 19 mm ha .40 S&W.
Rummad SW1911
Stumm Smith & Wesson ar Colt M1911 boulc'het e 2003 ha kambret e .45 ACP.