.357 Magnum
|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .44 Magnum - .357 Magnum - .38 Special - 7,62 Tokarev - .45 ACP - 9 mm Parabellum
|
Perzhioù
|
Kalibr
|
.357 Magnum
|
Doare korf an douilhez
|
bourled
|
Doare skeiñ
|
e-kreiz
|
Bro orin
|
Stadoù-Unanet Amerika
|
Muzulioù
|
Ø bannadell
|
9,06 mm
|
Ø trogleuziñ
|
8,8 mm
|
Ø kolier
|
9,6 mm
|
Ø korf an douilhez
|
9,6 mm
|
Ø strad
|
11,2 mm
|
Tevder ar strad
|
1,5 mm
|
Hirder an douilhez
|
33 mm
|
Hirder ar gartouchenn
|
40 mm
|
Perzhioù all
|
Pouez ar vannadell
|
8 - 12 g
|
Tizh o vont e-maez V0
|
380 - 520 m/s
|
Gwask ar gazoù d'ar muiañ
|
2420 bar
|
Energiezh ar vannadell
|
780 - 1090 J
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
B
|
An .357 Magnum zo ur munision deveret eus ar c'halibr .38 Special. Krouet e oa bet e 1934 gant Elmer Keith hag an embregerezh armoù-tan amerikan Smith & Wesson. E anv metrek zo 9 × 33 mm R. Implijet e vez er revolverioù dreist-holl, er c'harabinennoù a-wechoù met ral-tre eo er pistolennoù abalamour d'ar bourled war e zouilhez a laka anezhañ da vezañ diaes da gambriñ e armoù aotomatek.
Soñjet eo bet evel ur munision liezimplij, evit ar brezelioù, ar polis, ar chase koulz hag ar sportoù tennañ. Ar revolverioù kambret e .357 Magnum a c'hall ivez tennañ munisionoù .38 Special ; an diforc'h etre an daou eo hirder an douilhez, a zo hiroc'h war an .357.
Kevezerezh a zo etre an .357 Magnum hag ar c'halibr .38 Super e bed ar sportoù tennañ.
Un nebeud armoù kambret e .357 Magnum
Pistolennoù
Revolverioù
Daveennoù