Smith & Wesson Model 29
|
Ar revolver Smith & Wesson Model 29 implijet gant an enseller Harry Callaghan er film Dirty Harry
|
Kinnig
|
Bro orin
|
Stadoù-Unanet Amerika
|
Doare
|
Revolver daou-ober
|
Munisionoù
|
.44 Magnum (stumm kentañ) .357 Magnum .45 Colt 9 mm Parabellum 10 mm Auto .41 Magnum
|
Produer
|
Smith & Wesson
|
Bloavezh krouidigezh
|
1955
|
Pouez ha muzulioù
|
Pouez (hep kartouchenn)
|
1,46 kg
|
Hirder
|
353 mm
|
Hirder ar c'hanol
|
213 mm
|
Perzhioù teknikel
|
Mont en-dro
|
Revolver daou-ober (DA)
|
Dalc'h
|
Taboulin 6 tenn
|
Stummoù all
|
Model 629 (dir disvergl)
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
B
|
Ar Smith & Wesson Model 29 zo ur revolver daou-ober produet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson abaoe 1955.
Deskrivadur
Ur revolver galloudus-tre eo hag a implij stern "N" ar merk. Kambret e oa da gentañ e .44 Magnum ha solut-kenañ e ranke bezañ e wikefre da anduriñ an argil uhel degaset gant ar munision-se. Kanolioù ar stummoù kentañ produet a rae etre 102 mm ha 270 mm. Dek adstumm eus ar Model 29 zo bet kinniget etre 1955 ha 2007. Adalek 1975 e voe produet un adstumm e dir disvergl, ar Model 629.[1]
Hiziv e vez gwerzhet ar Model 29 er c'halibroù .44 Magnum, 10 mm Auto, .357 Magnum ha .45 Colt. Daou stumm a gaver ivez e 9 mm hag e .41 Magnum.[2]
Er sevenadur
Abalamour d'he ment ha d'he galloud uhel eo bet priziet ar Model 29 e bed ar sinema. Brud he deus tapet etre daouarn Clint Eastwood er film Dirty Harry (1971). Gwelet e vez ivez er filmoù Live and let die (1973), Taxi Driver (1976), Léon (1994), La Haine (1995) pe X-Mens Origins: Wolverine (2009).
Daveennoù
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p.92
- ↑ (en) Pajenn ar Model 29 war lec'hienn Smith & Wesson (lennet d'ar 24/03/2024)