Smith & Wesson Model 52
|
Ur bistolenn Smith & Wesson Model 52 dezhi ur pouez dindan he c'hanol
|
Kinnig
|
Bro orin
|
Stadoù-Unanet Amerika
|
Doare
|
Pistolenn damaotomatek un-ober
|
Munisionoù
|
.38 Special (da gentañ) 9 × 19 mm Parabellum (stumm Model 952)
|
Produer
|
Smith & Wesson
|
Mare produiñ
|
1961-1993 Model 952 : 2000-2012
|
Pouez ha muzulioù
|
Mas (hep kartouchenn)
|
964 g
|
Hirder
|
196 mm
|
Hirder ar c'hanol
|
112 mm
|
Perzhioù teknikel
|
Tizh o vont e-maez
|
426 m/s
|
Endalc'h
|
Karger fiñv 5 kartouchenn
|
Adstummoù
|
Model 952
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
B
|
Ar Smith & Wesson Model 52, anvet ivez Master 52[1], zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet etre 1961 ha 1993 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.
Istor
Er bloavezhioù 1950 e klaske an US Army ur bistolenn evit e skipailhoù sportoù tennañ. An embregerezh Smith & Wesson a savas evite ar Model 52, deveret eus ar Model 39 : kemmet e oa bet he c'houch hag bihanoc'h e oa endalc'h he c'harger (5 kartouchenn). Kambret e oa e .38 Special, ur c'halibr poblek e bed ar sport. Ar skouerennoù kentañ a oa dezhe ur blatinenn un-ober ha daou-ober, met diwar alioù tennerien e voe treuzfurmet e doare un-ober nemetken (adstumm 52-1)[1]. Dre ma tiskoueze he c'hraban bezañ bresk e voe gwellaet (adstumm 52-2). Ur stumm all eus ar Model 52, ar Model 952, zo bet produet etre 2000 ha 2012. Kambret eo e 9 mm Parabellum[2].
Daveennoù
- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) VALANCE Régis, Le Smith & Wesson Master 52, Cibles n°650, miz Eost 2024, pp. 81-85
- ↑ (en) Smith & Wesson Model 952 war Gunlistings.org (lennet d'an 23/08/2024)