Sadorn (anvet Saturnus e latin) eo c’hwec’hvet planedennsistem an Heol. Ur blanedenn ramzek c'hazus eo, an eil hini a-fet mas ha volum war-lerc’h Yaou. Tennañ ra hec’h anv eus an doue romanSadorn (Saturnus).
Doareenoù fizikel
Form un ellipsoid zo da Sadorn : plataet eo Sadorn en he folioù ha bolzennet er c'heheder. Un diferañs a 10% zo etre he diametroù kehederel ha polel (120 536 km evit an hini kentañ, 110 466 km evit an eil). Kement-mañ zo disoc’h he fiñv troial prim warni hec’h-unan ha fluidegezh ar materi ac’h a d’ober anezhi. Ar planedennoù ramzek gazus all eus Koskoriad an Heol (Yaou, Ouran ha Neizhan) zo plataet ivez met nebeutoc’h.
Sadorn eo ar blanedenn dezhi ar bihanañ douester e sistem an Heol : he douester krenn a dalvez 0,69 ; esplikañ 'reer kement-mañ gant douester bihan atmosferenn uhel Sadorn, graet dreist-holl a hidrogen, anezhañ ar gaz skañvañ.
Heñvel e tlefe bezañ kompozision diabarzh Saturn ouzh hini Yaou, gant ur c’hrek roc’hellek a silikatoù hag houarn, gronnet gant ur gwiskad hidrogenmetalek, un eil a hidrogen likid, hag un trede a hidrogen gazus. An tremen eus un eil gwiskad d’egile a dlefe bezañ progresivel ha ne vefe gwir c'horre ebet d’ar blanedenn.
Sadorn zo dezhi un temperadur diabarzh uhel-tre, moarvat e-tro 12 000 K er c’hrek, ha dilaoskel 'ra muioc’h a energiezh evit na resev eus an Heol. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an energiezh-mañ eus ar c’henwask gravitadurel (mekanism Kelvin-Helmholtz), met n’eo ket a-walc’h an efed-mañ evit esplikañ ar broduksion wrez. Bez’ e c’hellfe dont ivez diwar glav takennoùigoù heliom e taoleadoù don Sadorn : kement-mañ a zilaoskfe gwrez diwar froterezh en ur gouezhañ war ur mor hidrogen skañvoc’h.
Atmosferenn
Atmosferenn Sadorn zo frammet e bandennoù parallel un tamm evel hini Yaou ; met bandennoù Sadorn n’int ket ken aes da welet ha ledanoc’h int tost d’ar c’heheder. E gwirionez e oa bet evezhiet evit ar wech kentañ sistem koumoulennoù Sadorn da vare ar misionoù Voyager. Abaoe ec’h eo bet gwellaet da vat an teleskopoù war-zouar ken e c’hellont heuliañ ar fiñvoù en atmosferenn Sadorn. Doareennoù atmosferenn Yaou (evel an arnevioù oval hirbad) zo bet gwelet ivez war Sadorn. E 1990 ec’h eo bet evezhiet gant an teleskop spasel Hubble ur pezh koumoulenn wenn tost da geheder Sadorn, hag ar goumoulenn-mañ ne oa ket diouti da vare tremen ar sontennoù Voyager. E 1994 e oa bet gwelet un arnev all a vent vihanoc’h.
Gwalennoù planedel
Gwalennoù Sadorn zo unan eus ar c’haerañ arvestoù e sistem an Heol ha doareenn bennañ ar blanedenn int. Skedus-tre int, a gontrol da reoù ar planedennoù ramzek gazus all (albedo etre 0,2 ha 0,6) ha posupl eo gwelet anezhe gant divlunedoù.
Loarennoù Sadorn
Betek-henn (hanter 2012) ez eus bet renablet 62 loarenn o treiñ en-dro da Sadorn. Ingal e vez dizoloet reoù nevez, reoù vihan avat.
Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 41-45.
Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 56-57.