N2 78,11 O2 20,953 Ar 0,934 H2O 0 — 7 CO2 0,01 — 0,1
An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.
Stumm ur sferenn a zo dezhi paneve m'eo ar pennahelioù (polioù Norzh ha Su) un tammig plaenoc'h eget ma'z int war ur sferenn wir pe ur voul. Graet e vez alies a-walc'h ar voul-douar eus ar blanedenn koulz evit he deskrivañ hag evit chom hep meskañ an Douar, anezhañ ul lodenn eus pluskenn ar blanedenn hag ar blanedenn hec'h-unan.
P'eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul-douar. Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour, matematikour ha steredoniour Eratostenes, un Egiptad gresianeger, en deus jedet tro ur c'helc'h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c'helle implijout.
Kollet eo bet an anaoudegezhioù-se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar, e troe an Heol en-dro dezhañ eus ar Reter d'ar C'hornôg, hag e tremene dindani diouzh an noz. Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes, met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplezh evit displegañ kelc'htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc'h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus.
E penn ar 17vet kantved e savas un nebeud skiantourien evit prouiñ ne c'helle ket an Heol hag ar stered treiñ en dro d'an Douar avat hag ouzhpenn-se e kerzhe ar stered hag ar planedennoù en egor. Dizoloet e voe mont en-dro koskoriad an Heol gant Kopernik. Disklêriañ a reas e oa an Douar an trede planedenn tostañ d'he steredenn hag e teskrivas ar reizhiad heolel ma tro ar planedennoù en-dro d'an Heol.
Kadarnaat a reas labourioù Kopernik Galileo Galilei hag e tegasas implij ar matematik er steredoniezh evit jediñ kerzhed ar planedennoù.
Aozadur diabarzh an Douar
Gwiskadoù douarouriezhel an Douar
Donder (km)
Gwiskad
Douester (g/cm3)
5 100-6 378
1. — Kalon
12,8-13,1
2 890-5 100
2. — Kalon-diavaez
9,9-12,2
35-2 890
3. — Mantell-izelañ
3,4-5,6
35-60
4. — Mantell-uhelañ
3,4-4,4
5. — Gorread Mohorovičić
0-35
6. — Krestenenn (etre 5 ha 200 km diouzh al lec'h)
2,2-2,9
Yezh
Dre fent e lavarer an (tamm) douar patatez-mañ, pa gomzer eus ar bed.
Levrlennadur
Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 20-25.