Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar[1]. Pempvet brasañ loarenn koskoriad an Heol eo, hag an eil douesañ goude Io, ul loarenn eus Yaou[2]. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo da dre ha lañv ar morioù.
384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. He reveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nag aergelc'h, nag hidrosferenn, na maez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654 g).
Evel eil korf-egor goude an Heol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek he arvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.
Kelc'htro
An tu eus al Loar a c'haller gwelet eus an Douar
An tu eus al Loar na c'haller ket gwelet eus an Douar (an "tu kuzh")
Neuzioù al Loar
Ul loariad
Loariad a vez graet eus ar prantad amzer ma ra al Loar tro an Douar (29.5 devezh). Neuzioù disheñvel a weler e-pad an amzer-se :
al loar nevez : pa ne vez ket gwelet. Ne vez ket gwelet e-pad an noz, treiñ kein a ra ouzh an Douar ha beuzet eo e sklêrijenn an Heol.
kresk-loar : prantad etre al loar nevez hag ar c'hann ma kresk dremm al loar bemdez.
al loargann, pe loargant, pe kann al loar : pa vez ront (troet eo he zu sklêrijennet gant an Heol war-du an Douar).
digresk-loar : prantad etre ar c'hann hag al loar nevez ma tigresk dremm al loar bemdez.
Gwechall e veze kredet he doa al loar galloud da dreiñ spered an dud: hiziv e ouzer e c'hall kaout levezon war speredoù zo(Daveoù a vank).
Studiet eo al Loar gant ar program soviedel Luna hag an hini stadunanat Apollo. Nijal a ra a-us dezhi al loarell Luna 2 e 1959. Kerzhout a ra an astraerien Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war he leur e 1969. Studiet hag anavezet gwelloc'h eo geologiezh an adplanedenn. Er bloavezhioù 1990 eo dizoloet gant an NASA ez eus dour war al Loar e stumm skorn. Kaset eo adalek fin ar bloavezhioù 1990 sonterezioù egor gant Sina, Japan hag India.
E miz C'hwevrer 2024 ez eus bet kaset ur sonderez nevez gant an embregerezh amerikanIntuitive Machines. Kaset eo bet ar sonderez Odysseus gant ar pal kas astraerien all e 2026 gant an NASA[3].
Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 47-49.
↑Anvet e vez loar, ivez, kement korf-oabl naturel a dro en-dro d’ur blanedenn. Met en degouezh-se e kaver gwelloc’h ober gant an deveradur loarenn. Skrivet gant ur bennlizherenn e vez kaoz atav eus adplanedenn an Douar.