Pa varvas Karl Martel e 741, e voe rannet ar rouantelezh etre e vibien, Pepin ha Karloman. Bac'het en un abati e oa tri mab bastard Karl Martel, Grifo hag e vreudeur. Karloman a yeas da vanac'h e 747. Chom a reas Frankia etre daouarn Pepin pa oa Maer ar Palez dindan ar roue merovingatHilderik III. Hilderik a oa roue, met Pepin a oa mestr an traoù ken e rene evel ar roue. Pepin a c'houlennas digant ar Pab piv a c'hellfe bezañ ar rieg : an hini en deus un titl roueel pe an hini a ziviz evel ma ra ur roue. Dre ma respontas ar Pab e oa pouezusoc'h an divizout eget an titl e teuas Pepin a-benn da vougañ an eneberezh ha dilennet e voe evel roue ar Franked gant pennoù uhelañ e bobl e kêr Soissons e 751. Marteze e voe olevet en iliz-veur e 752 gant Bonifas, arc'heskobMainz.
Dre aloubiñ meur a vro e kreskas rouantelezh Pepin ken e teuas ar pab Steven III da Bariz d'e oleviñ ivez ha reiñ dezhañ an titl a Patrisian ar Romaned. Olevet e voe ivez mibien Pipin, Karl (Karl Veur pelloc'h) ha Karloman.
Evit trugarekaat ar pab ez eas Pepin da vrezeliñ ouzh al Lombarded dindan ar roue Aistolf. Rediet e voe al Lombarded, hag int kristenion disivouderion, da resteurel madoù an Iliz katolik roman. E 759 e skarzhas an Arabed kuit eus Bro-C'hall hag e kemeras Narbonne hag Akwitania diganto.