Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded (Langobardi en latin, ha Lombardi war-lerc'h an VIIIvet kantved, nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek an XIIvet kantved).
Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristenArius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etre int hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar gatoligiezh.
Gant ar pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar pab Adrian Iañ, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue Dider Lombardia, gant Karl Veur, roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e Pavia e 774.