Childerig III, ganet war-dro 714 ha marvet war-dro 755, a oa roue ar Franked, e Neustria, Burgondia hag Aostrazia etre 743 ha 751. N'ouzer ket da biv e oa mab, met gwelet eo evel ar merovead diwezhañ.
Goude marv Thierry IV en 737 ne oa den eus tierniezh Merove da lakaat ar gurunenn war e benn, ma voe laosket ar vro diroue gant maer ar palez Aostrazia, Karl Martel. E-pad seizh vloaz e voe merket ar bloaz 737 war an holl baperoù.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!