Merry Christmas, Mr. Lawrence
Merry Christmas, Mr. Lawrence (Nedeleg laouen, Aotrou Lawrence e brezhoneg ; Senjō no Merī Kurisumasu 戦場のメリークリスマス e japaneg) zo ur film sevenet gant ar filmaozour japanat Nagisa Ōshima[2] e 1983.
E broioù 'zo e oa bet divizet envel ar film Furyo (俘虜 e japaneg) diouzh an anv a veze graet eus ar brizonidi vrezel gant ar soudarded japanat e-pad an Eil Brezel-bed.
Ar sonerezh er film
Pouezus eo ken ez eo ar sonerezh a oa bet aozet gant Ryūichi Sakamoto e-unan (o terc'hel roll ar c'habiten Yonoi ivez) : n'eo ket gaou lavaret en devoa graet berzh ar film a-drugarez dezhañ ivez. Ken ma voe tapet ar BAFTA Award for Best Film Music gant ar sonaozer japanat.
- Merry Christmas Mr. Lawrence,
- Batavia,
- Germination,
- A Hearty Breakfast,
- Before the War,
- The Seed and the Sower,
- A Brief Encounter,
- Ride, Ride, Ride (Celliers' Brother's Song),
- The Fight,
- Father Christmas,
- Dismissed,
- Assembly,
- Beyond Reason,
- Sowing the Seed,
- 23rd Psalm,
- Last Regrets,
- Ride, Ride, Ride (Reprise),
- The Seed,
- Forbidden Colours.
An danvez
1942, e Jawa (Indonezia). E penn ur c'hamp prizonidi vrezel emañ ar c'habiten japanat Yonoi, un den yaouank ran gant an enor hag ar genurzh. Fae a ra ouzh ar brizonidi dre n'eo ket evit kompren n'o defe ket klasket en em lazhañ e-lec'h bezañ tapet. Dibabet eo da vont da vBatavia da skoazellañ prezidant al lez-brezel a rank barn un ofiser breizhveuriat — ar major Jack Celliers — a oa en em zaskoret d'an arme japanat. Ken hoalet ha strafuilhet eo gant emzalc'h her an ofiser saoz ma salv Yonoi buhez e enebour : kaset eo Celliers d'e gamp.
Eno e c'han, buan a-walc'h, darempredoù iskis etre ar prizoniad nevez-arruet hag e vac'her, pep hini anezhe rannet e askre gant darvoudoù kriz c'hoarvezet da vare o yaouankiz. E-kreiz ar stad-se emañ ivez John Lawrence, un uhelofiser hag a gomz japaneg flour dre ma oar mat diouzh sevenadur Japan hag ar serjant Gengo Hara, un isofiser blech e karg eus ar warded japanat. Delc'her penn a ra Jack Celliers ouzh Yonoi bet komprenet emañ hemañ dindan gazel-ge gantañ.
Un deiz, gourdrouz a ra Yonoi dibennañ ar c'habiten Hicksley – komandant ar brizonidi – ma ne ziskuilh-eñ ket pet arbennigour war an armoù ez eus en o zouez. Dont a ra Celliers da bokat d'ar c’habiten japanat ouzh e zivrudañ dirak an holl brizonidi ha soudarded bodet. Erlec'hiet eo Yonoi gant un ofiser all hag a c'hourc'hemenn ma vo douaret korf Jack Celliers, nemet e benn, betek ma tremeno. Mervel a raio Yonoi ivez kent dibenn ar brezel, bet dalc'het gantañ ur guchenn bet troc'het eus pennad-blev Celliers p'edo war e dremenvan en e doull.
Diwezhatoc'h, e 1946, en do Lawrence amzer da weladenniñ ar serjant Hara en e gell ha da doullañ kaoz gantañ a-raok bezañ kaset d'ar marv. Oc'h ober meneg eus an noz Nedeleg p'en doa divac'het Celliers ha Lawrence, hag eñ mezv-dall, e taol dezhañ : « Merry Christmas! Merry Christmas, Mr Lawrence! » da gimiadiñ...
- Tom Conti : al letanant-koronal John Lawrence,
- David Bowie : ar major Jack Celliers, "Straffer" e lesanv,
- Takeshi : ar serjant Gengo Hara,
- Ryūichi Sakamoto : ar c'habiten Yonoi,
- Jack Thompson : ar c'habiten Hicksley,
- Johnny Okura : ar gward korean Kanemoto,
- Alistair Browning : ar prizoniad izelvroat De Jong,
- James Malcolm : breur Jack Celliers,
- Chris Broun : Jack Celliers d'e zaouzek vloaz,
- Yūya Uchida : komandant ar prizon milourel,
- Ryūnosuke Kaneda : prezidant al lez-brezel,
- Takashi Naitō : al letanant Iwata,
- Tamio Ishikura : ar prokulor,
- Rokko Toura : ar jubennour,
- Kan Mikami : ar c'habiten Ito,
- Yūji Honma : ar soudard Yajima,
- Daisuke Iijima : ar c'horporal Ueki,
- Hideo Murota : komandant nevez ar c'hamp,
- Barry Dorking : ar pennmedisin,
- Geoff Clendon : ar medisin aostralian,
- Grant Bridger : un ofiser prizoniat,
- Ian Miller : ur gward saoz,
- Don Stevens : ur pastor,
- Richard Adams, Geoff Allen, Michael Baxter-Lax, Mark Berg, Marcus Campbell, Colin Francis, Richard Hensby, Richard Hoare, Martin Ibbertson, Rob Jayne, Richard Mills, Mark Penrose, Arthur Ranford, Steve Smith, Stephen Taylor, Rex Wilmshurst ha Richard Zimmerman : prizonidi vrezel.
David Bowie
E barr e vrud e oa ar c'haner saoz e 1983. E miz Ebrel e oa deuet e-maez Let's Dance, e bemzekvet albom studio enrollet e Manhattan e-kerzh miz Kerzu 1982. N'en devoa ket kavet e hent evel aktour filmoù hir c'hoazh, bet kemeret gantañ en oberennoù dister pe zisteroc'h — The Man Who Fell to Earth (1976), Schöner Gigolo, armer Gigolo (1978), Christiane F. – Wir Kinder vom Bahnhof Zoo (1981) — betek neuze. Gant perzh an disuj a vajor Jack Celliers e tiskouezas pegen dibar e c'helle bezañ e skodenn d'ar Seizhvet Arz.
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Dalc'het e voe ar gentaenn d'ar 26 a viz Eost.
- ↑ Skoazellet gant Roger Pulvers ha Lee Tamahori.
|
|