Marevezh ar Stadoù Brezelour

Marevezh ar Stadoù Brezelour, sinaeg 戰國時代, pinyin zhàn guó shí dài[1] a reer en Istor Sina eus ur marevezh a badas eus 475 KJK betek 221 KJK[2].
Eil hanterenn ren ar remziad Zhou ar Reter (770-221) eo marevezh ar Stadoù Brezelour, da heul ar predad 770-475 a anver marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù.

Ar Seizh Stad Vrezelour a reer eus Stadoù a oa bet gwas d'ar rouantelezh Zhou kent diarbenniñ ar roue hag emgannañ a-benn delc'her ar brasañ galloud. Kontet e vez Chu, Han, Qi, Qin, Wei, Yan ha Zhao. Un eizhvet Stad a veneger a-wezhioù : Yue, er Gevred pellañ, e-kichen ar Shanghai a-vremañ.

Goude dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour ha ren ar remziad Zhou e teuas ar remziad Qin (秦朝, qín cháo, "remziad Qin") a unanas ar Stadoù hag a ziazezas un impalaeriezh a voe anvet Qin ([tɕʰǐn]) evel-just, alese Sina.

An andonioù istorel

Ul labour istorek pouezus, ar Zhan Guo Ce (戰國策, Zhàn Guó Cè, "kadoniezh ar Stadoù brezelour"), zo deuet betek ennomp. Meur a zorn a voe ouzh e skrivañ da veur a bredad en Istor ; gant ar c'hadoniour SU Qin (380-284) – a vevas e-kerzh marevezh ar Stadoù Brezelour – e voe peuzechuet, ha gant ar gouizieg konfusian Liu Xiang (79 – 8 KJK) e voe staliet an embannadur a anavezomp.

Un eil andon eo ar Shiji (史记, shǐ jì, "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur SIMA Qian (~145-~86 KJK). E korf ar Shiji emañ tregont levrenn ar Shijia ma tanevell an istorour marevezhioù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù hag ar Stadoù Brezelour.

Red an Istor

Ar Stadoù Brezelour
war-dro ar bloavezh 260 KJK
  • Ar bloavezh 481 eo deroù marevezh ar Stadoù Brezelour evit lod istorourien, peogwir ez eo ar bloavezh diwezhañ meneget er 春秋 Chūn Qiū , Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ar Stad Lu.
  • Ar bloavezh 475 eo hervez an darn vuiañ, rak er bloavezh-se e e krogas ren ar beskont ZHAO Xiang, Zhao o vezañ unan eus ar Stadoù a vo ganet e 453.
  • Ar bloavezh 453 eo kentoc'h, eme lod all, pa darzhas ar Stad Jin.

Daoust da roueed ar remziad Zhou ar Reter bezañ anavezet evel kefridiourien an Neñv[3] galvet da ren war an Douar e voent rediet a-hed ar c'hantvedoù da anaout mui-ouzh-mui a c'halloud gant o gwizien, dre reizhiad ar c'hladdalc'helezh.
Pa grogas marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, e 775, ne oa mui roue Zhou evit ren war ur c'hant hanter-kant gwaz bennak.

Tamm-ha-tamm e voe ar wizien greñvañ trec'h war o amezeien, ha war-dro ar bloavezh 550 ne chome nemet peder Stad kreñv en-dro da Zhou : Chu, Jin, Qi ha Qin. Pa oa rener pep Stad anvet 公爵 gong jué, "dug" ez-hengounel da verkañ e oan gwizien da roue Zhou e krogjont d'em envel 王 wáng, "roue" a-benn sevel a-live gant o mestr.

Er bloavezh 453 e voe ar Stad Jin rannet e tri ziriad : Han, Wei ha Zhao.
Er bloavezh 403 e voe ar Stadoù Han, Wei ha Zhao anavezet ez-ofisiel gant ar roue Zhou – ar bloavezh-se eo deroù gwirion marevezezh ar Stadoù Brezeleour, hervez un nebeud istorourien.

Etre 450 ha 400 ez eo gant Wei e voe an tu kreñvañ er c'hoari gwezboell, dre greñvder he lu hag ampartiz ar jeneral WU Qi (440-381) ; pa voe hemañ diskaret ha harluet e 401 e voe gopret gant Chu, a zeuas mestrez d'he zro war an tachennoù-emgann.

Dizehan e voe brezelioù etre 350 ha 256 ; er bloavezh diwezhañ-se, pemp bloaz ha tregont kent dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour, e voe ar roue Zhou, ne oa mui nemet un arouez anezhañ, diskennet a-ziwar e gador. Adal neuze e vrezelias Qin ouzh an holl Stadoù all betek o lonkañ, hag e 221 e voe deroù ren ar remziad Qin war ar pezh a oa deuet da vezañ un impalaeriezh.

Kevredigezh

Kleze houarn ha dou gleze arem
Marevezh ar Stadoù Brezelour

A-hed marevezh ar Stadoù Brezelour e voe ar c'hemmoù bras a oa c'hoarvezet e dibenn marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù sanket-don e buhez Sinaiz da zont.

Politikerezh

Pep hini eus ar seizh Stad c'halloudus a glaske brasaat diwar goust he amezeien, ha pep hini anezho a rene he folitikerezh dezhi da-geñver an aferioù diabarzh hag an aferioù diavaez. Kement a nerzhioù a zegasas kemmoù brasoc'h c'hoazh er vuhez politikel, armerzhel, kevredigezhel ha speredel. Betek hiziv an deiz e c'haller merzout an efedoù anezho.

Brezel ha labour-douar e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok, da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat.
A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadoù Brezelour e kreske skod an emgannoù, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, em gannañ dilezenn ha didruez dre armeadoù seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadoù Brezelour.
Gant kement a droaderien da duta, da stummañ, da derkañ ha da voueta e teskas ar renerien diskoulmañ kudennoù lec'haveiñ, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennañ ar muiañ a splet eus pinvidigezhioù o Stad a reas berzh war an tachennoù-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos treiñ o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hiñ tud, pourvezioù hag armoù, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredoù lidel, an hengoun : sujet da ezhommoù ha redioù ar brezel e oa pep tra.
Boulc'het-mat e oa patrom an Impalaeriezh, kent ma vije ganet an Impalaerieh zoken. Diwar doareoù ar Stadoù Brezelour e voe staliet gouarnamatoù ar remziadoù Qin ha Han e gwirionez.

Armerzh

Da vare ar Stadoù Brezelour, evel ma c'hoarvez bewezh ma vez brezel bras, ez eas an deknologiezh war-raok ha diorren a reas ar c'henwerzh.

Tamm-ha-tamm e kemeras an houarn lec'h an arem da fardañ armoù, evel-just, ha binvioù al labour-douar a-benn kenderc'hiñ muioc'h a voued da vagañ an armeadoù.
Pezhioù-moneiz a voe fardet, setu ma voe aeset an eskemmoù kenwerzhel a oa o stankaat en abeg da ezhommoù ar vrezelourien.

Labourioù meur a voe boulc'het : kanouc'helloù, savioù-mein da herzel ouzh al liñvadoù, melloù mogerioù en-dro d'ar c'hêrioù ha war harzoù an Norzh – diwezhatoc'h, adal ren ar remziad Qin war an Impalaeriezh nevez, e vo savet ar Voger Veur.

Prederouriezh

Tremen-hent engravet war arem
Marevezh ar Stadoù Brezelour

Marevezh ar Stadoù Brezelour e voe kavell ar brederouriezh sinaat, pa glaskas soñjerien kavout diskoulmoù da zistabilded ar bed ma oant o vevañ.

Peogwir e oa renerien ar seizh Stad Brezelour o klask andonioù ha nerzhioù nevez a-benn brasaat o c'halloud, ha peogwir e oa anat dezho e oa an doareoù kozh o kas ar rouantelezh Zhou da goll, e oant darev da zegemer kement mennozh nevez o sikourje da dizhout o fal.

Mennozhioù war vale

Klask a voe neuze war soñjoù nevez, alese ganedigezh ur vicher nevez : 游說 yóu shuì, "kendrec'her kantreer"[4].
Mibin o spered, distag diouzh kement rener, kaset gant ar c'hoant da skignañ o mennozhioù ha d'o c'hreñvaat war-an-dro e yae an dud-se da vale bro a Stad da Stad a-benn kelenn ar renerien – kargidi, dileuridi, pennsoudarded, gouizien hag all – hag o lakaat da gemmañ o folitikerezh. Ampart e oant da isañ ar renerien an eil ouzh egile gant arguzennoù lemm pe lemmoc'h[5].
Hep mar e c'haller lavaret e voe ar gendrec'herien gantreer an dud kentañ o lakaat al lobbying e pleustr.

Kant Skol ar Prederiañ

Kement a vennozhioù nevez a voe ganet da varevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha da hini ar Stadoù Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, zhū zǐ bǎi jiā, Kant Skol ar Prederiañ.
Div skol-brederouriezh pennañ a oa da vare ar Stadoù Brezelour : hini Gonfusius (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini MO Zi (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.

Hervez Konfusius e ranke ar renerien chom renerien, hag o sujidi chom sujidi. Ret e oa avat d'ar renerien bezañ disi hag ur skouer evit o sujidi, ha pep sujed a c'hallje bezañ rener d'e dro mar bije ur junzi (un den a enor, un denjentil) anezhañ.
Un heulier da Gonfusius e voe MENG Zi (372-289), a zisklêrias madelezhusted mab-den dre natur. Dre-se neuze ne c'hallje ket ur roue ren hep asant tav e sujidi, ha mar deuje da vezañ argazhet gant ar bobl e kollje Kefridi an Neñv.
Enebourien e oa heulierien Konfusius ha re Vo Zi, pa ne c'halle ket, da skouer, ar Gonfusianed gouzañv heulierien Mo Zi pa lavarent e rankje an den karout tad e amezeg kement ha karout e dad dezhañ.
Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanoù d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechoù d'o mistri pa oant o faziañ en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuzioù ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhañ o amezeien dre gas brezel dezho.

Prederourien all avat a oa degemeret mat gant ar renerien, peogwir e oa o mennozhioù politikel diouzh doare marevezh ar Stadoù Brezel. En o zouez e oa SHEN Buhai (385-337), SHEN Dao (350?-275 ?) ha HAN Fei (~280-233), a stalias un doare disi – hervezo – da ren war ur Stad : al Lezennouriezh, a oa diazezet war ur reizhiad lezennoù strizh lakaet e pleustr gant ur melestradur a heulie didruez ar reolenn "gopret pe gastizet".

Ker pouezus e oa tu politikel ar brederouriezh da vare ar Stadoù Brezelour ma kaver en Dao De Jing, skrid-diazez an Daoegezh bet savet gant LAO Zi hervez an hengoun, un nebeud doareoù da lakaat kelennadurezh an Dao e pleustr war an dachenn bolitikel.

Oadvezh Aour Sina a reer eus marevezh ar Stadoù Brezelour, da heul hini an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, petra bennak ma c'houzañvas ar pobloù a-hed ma oa an Impalaeriezh e go.

Notennoù

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
  2. http://lcweb2.loc.gov/cgi-bin/query/r?frd/cstdy:@field(DOCID+cn0015) (Library of Congress, Washington D.C., SUA)
  3. Gwelit ar pennad Konfusius
  4. http://www.mandarintools.com/worddict.html
  5. LU, Xing, 1998

Levrlennadur

  • Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
  • LOEWE Michael & SHAUGHNESSY Edward L, The Cambridge History of Ancient China, Cambridge University Press, Cambridge, R-U, 1999. ISBN 978-0-521-47030-8
  • LU, Xing. Rhetoric in Ancient China Fifth to Third Century B.C.E. : A Comparison with Classical Greek Rhetoric, University of South Carolina Press, Columbia, South-Carolina, SUA, 1998, ISBN 978-1-57003-216-5
Stadoù Brezelour
Zhan Guo Ce
  • CRUMP James Irving, Legends of the Warring States: Persuasions, Romances, and Stories from Chan-kuo Ts'e, University of Michigan, Ann Arbor, Michigan, SUA, 1998, ISBN 978-0-89264-129-1

Kenrouedad


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.

Read other articles:

Мариям Мырзахметоваказ. Мәрия Мырзахметова Дата рождения 1908(1908) Место рождения аул Бесагаш, Туркестанский край, Российская империя Гражданство  СССР Род деятельности колхозница Награды и премии Мариям Мырзахметова (каз. Мәрия Мырзахметова; 1908 год, аул Бесагаш, Т...

 

William IV của Liên hiệp AnhChân dung được vẽ bởi Martin Archer Shee, 1833Quốc vương Liên hiệp AnhTại vị26 tháng 6 năm 1830 – 20 tháng 6 năm 1837 6 năm, 359 ngàyĐăng quang8 tháng 9 năm 1831Nhiếp chính Xem danh sách Công tước Wellington Bá tước Grey Tử tước Melbourne Robert Peel Tiền nhiệmGeorge IV Kế nhiệmVictoria I Vua của HanoverTại vị26 tháng 6 năm 1830 – 20 tháng 6 năm 1837Thủ tướngXem da...

 

SMA Negeri 5 JakartaInformasiJenisNegeriAkreditasiA (Sangat Baik)Kepala SekolahPak Teguh, S.PdJumlah kelas24 kelasJurusan atau peminatanIPA & IPSRentang kelasX-XIIKurikulumKurikulum MerdekaJumlah siswa848 siswaAlamatLokasiJalan Sumur Batu Raya, Kemayoran, Jakarta, IndonesiaTel./Faks.021-4243869Situs webhttp://sman5jakarta.sch.id/MotoMotoMaju Dalam Mutu, Santun Dalam Perilaku Sekolah Menengah Atas Negeri 5 Jakarta (dikenal dengan nama Gothoen) adalah salah satu sekolah ...

يفتقر محتوى هذه المقالة إلى الاستشهاد بمصادر. فضلاً، ساهم في تطوير هذه المقالة من خلال إضافة مصادر موثوق بها. أي معلومات غير موثقة يمكن التشكيك بها وإزالتها. (أبريل 2023) اضغط هنا للاطلاع على كيفية قراءة التصنيف اللوطس الياباني نبات قرن الغزال الياباني المرتبة التصنيفية نوع&#...

 

У Вікіпедії є статті про інші географічні об’єкти з назвою Брукфілд. Місто Брукфілдангл. Brookfield Координати 39°46′59″ пн. ш. 93°04′26″ зх. д. / 39.78310000002777258° пн. ш. 93.07390000002777697° зх. д. / 39.78310000002777258; -93.07390000002777697Координати: 39°46′59″ пн. ш. 93°04′26″...

 

Not to be confused with Azúcar Amarga. This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find sources: Azúcar amargo – news · newspapers · books · scholar · JSTOR (December 2009) (Learn how and when to remove this template message) 1996 single by FeyAzúcar AmargoSingle by Feyfrom the album Tierna la Noche ReleasedOctober...

Kraanbrug bij Fort Ronduit, Naarden Trommel van het windwerk van de kraanbrug bij Fort Ronduit De kraanbrug bij Leerdam; september 1986. Trein op de spoorlijn Groningen – Winschoten rijdt over een kraanbrug over de Helperlinie met op de achtergrond een van de lunetten of forten; 1868. Een kraanbrug is een beweegbare brug die open en dicht gaat door te draaien om een verticale z-as. Op het landhoofd zijn twee of meer driehoekvormige armen bevestigd die kunnen draaien. De draaiassen van de ar...

 

Indian island Nalla Thanni TheevuNative name: நல்ல தண்ணி தீவுGeographyCoordinates9°06′24″N 78°34′44″E / 9.10667°N 78.57885°E / 9.10667; 78.57885Area1.01 km2 (0.39 sq mi)Highest elevation11.9 m (39 ft)AdministrationIndiaStateTamil NaduDistrictRamanathapuramTalukKadaladi taluk Nalla Thanni Theevu (Tamil: நல்ல தண்ணி தீவு) is an island situated in the Gulf of Mannar about 4 kilome...

 

Esta página cita fontes, mas que não cobrem todo o conteúdo. Ajude a inserir referências. Conteúdo não verificável pode ser removido.—Encontre fontes: ABW  • CAPES  • Google (N • L • A) (Junho de 2014) Fórmula 1 de 1960 Anterior: 1959    Posterior: 1961 A Temporada de Fórmula 1 de 1960 foi a 11ª realizada pela FIA. Teve como campeão o australiano Jack Brabham. Pilotos e Construtores Equipe Construto...

1939 film by Ricardo Cortez Heaven with a Barbed Wire FenceJean Rogers from trailerDirected byRicardo CortezWritten byDalton TrumboLeonard HoffmanBen Grauman KohnProduced bySol M. Wurtzel (Exec prod)StarringJean Rogers Raymond Walburn Marjorie Rambeau Glenn FordCinematographyEdward CronjagerEdited byNorman ColbertMusic bySamuel KaylinDistributed by20th Century FoxRelease date November 3, 1939 (1939-11-03) Running time62 minutesCountryUnited StatesLanguageEnglish Heaven with a B...

 

Medical conditionPathologic fractureOther namesInsufficiency fracturePathological fracture of the humerus in a patient with metastasis of renal cell carcinomaSpecialtyRheumatology  A pathologic fracture is a bone fracture caused by weakness of the bone structure that leads to decrease mechanical resistance to normal mechanical loads.[1] This process is most commonly due to osteoporosis, but may also be due to other pathologies such as cancer, infection (such as osteomyelitis), in...

 

This article's lead section may be too short to adequately summarize the key points. Please consider expanding the lead to provide an accessible overview of all important aspects of the article. (September 2018) Brandwood End CemeteryEntrance and mortuary chapels in March 2015DetailsEstablished1899 (1899)LocationBirminghamCountryEnglandCoordinates52°25′02″N 1°53′52″W / 52.4172°N 1.8978°W / 52.4172; -1.8978Owned byBirmingham City CouncilSize53 acres (0....

American journalist This article has multiple issues. Please help improve it or discuss these issues on the talk page. (Learn how and when to remove these template messages) This biography of a living person needs additional citations for verification. Please help by adding reliable sources. Contentious material about living persons that is unsourced or poorly sourced must be removed immediately from the article and its talk page, especially if potentially libelous.Find sources: Gigi Gra...

 

Filipino archbishop Not to be confused with José Palma, the 19th century lyricist of the Philippine National Anthem. In this Philippine name, the middle name or maternal family name is Serofia and the surname or paternal family name is Palma. The Most ReverendJosé S. PalmaO.P.Archbishop of CebuArchbishop José S. Palma, celebrating the Novus Ordo Mass in Ad Orientem at Oratory of Our Lady of Sorrows, circa 2023.ChurchLatin ChurchProvinceCebuSeeCebuAppointed15 October 2010Installed1...

 

Place in Northern Hungary, HungaryOlaszliszka Coat of armsOlaszliszkaLocation of Olaszliszkain Borsod-Abaúj-Zemplén CountyShow map of Borsod-Abaúj-Zemplén CountyOlaszliszkaLocation of Olaszliszka in HungaryShow map of HungaryCoordinates: 48°14′34″N 21°25′49″E / 48.24265°N 21.43018°E / 48.24265; 21.43018Country HungaryRegionsNorthern HungaryCountyBorsod-Abaúj-ZemplénDistrictSárospatakArea • Total39.46 km2 (15.24 sq mi)P...

Canadian soccer player Melanie Booth Personal informationFull name Melanie Lynn Booth[1]Date of birth (1984-08-24) August 24, 1984 (age 39)Place of birth Burlington, Ontario, CanadaHeight 1.73 m (5 ft 8 in)Position(s) DefenderCollege careerYears Team Apps (Gls)2003–2007 Florida Gators Senior career*Years Team Apps (Gls)2003–2005 Toronto Inferno 13 (2)2005 Toronto Lady Lynx 10 (7)2006 Central Florida Krush 9 (3)2008 Tampa Bay Hellenic 10 (0)2009 Boston Renegades...

 

Defunct professional ice hockey team For the former American Hockey League team that played from 2001 to 2015, see Manchester Monarchs (AHL). Manchester MonarchsCityManchester, New HampshireLeagueECHLConferenceEasternDivisionNorthFounded1993Folded2019Home arenaSNHU ArenaColors   Owner(s)PPI Sports, LLCGeneral managerDoug Christiansen[1]Head coachDoug ChristiansenAffiliatesLos Angeles Kings (NHL)Ontario Reign (AHL)Franchise history1993–2000Huntington Blizzard2003–200...

 

Systemic criticism of Tesla, Inc. and its products and leadership Protest against the building of a Tesla Gigafactory on February 22, 2020 This article is part of a series aboutElon Musk Awards and honors Views Filmography Companies Zip2 X.com PayPal SpaceX Starlink Tesla, Inc. Energycriticismlitigation OpenAI Neuralink The Boring Company Thud X Corp. Twitteracquisitiontenure as owner xAI In popular culture Elon Musk (Isaacson) Elon Musk (Vance) Ludicrous Power Play Members Only The Platonic ...

Events at the2017 Asian AthleticsChampionshipsTrack events100 mmenwomen200 mmenwomen400 mmenwomen800 mmenwomen1500 mmenwomen5000 mmenwomen10,000 mmenwomen100 m hurdleswomen110 m hurdlesmen400 m hurdlesmenwomen3000 msteeplechasemenwomen4 × 100 m relaymenwomen4 × 400 m relaymenwomenField eventsHigh jumpmenwomenPole vaultmenwomenLong jumpmenwomenTriple jumpmenwomenShot putmenwomenDiscus throwmenwomenHammer throwmenwomenJavelin throwmenwomenCombined eventsHeptathlonwomenDecathlonmenvte The wome...

 

American politician For other people named Michael Coleman, see Michael Coleman (disambiguation). Michael B. Coleman52nd Mayor of ColumbusIn officeJanuary 1, 2000 – January 1, 2016Preceded byGreg LashutkaSucceeded byAndrew Ginther Personal detailsBorn (1954-11-18) November 18, 1954 (age 69)Indianapolis, Indiana, U.S.Political partyDemocraticSpouses Frankie Coleman ​ ​(m. 1984; dissolved 2011)​ Janelle Simmons ​(m.&#...

 

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!