E-pad diskarr an Dierniezh Han e kenstrollas Liu Bei ur c'harr d'an impalaer diwezhañ a genstrollas kalz tud ha gant skoazell Zhuge Liang e talc'has proviñsoù Jin ha Yi ha neuze Hanzhong. Aloubet e voe proviñs Jing gant Lü Meng e 219 met gouestl e voe Liu Bei da virout darn vrasañ e dachenn. Pa skrapas Cao Pi an titl ag impalaer e 220, o krouiñ an Cao Wei, en em em embannas Liu bei Impalaer Han. Daoust ma weler anezhañ evel krouer un dierniezh nevez en-doa lâret atao ne oa e riez nemet kendalc'hidigezh hini an Han.
E 222 e krogas an disemglev bras kentañ etre an teir rouantelezh. Argad a reas Liu BeiWu ar Reter gant 40.000 soudard da adaloubiñ proviñs Jing. Faezhet e voe en emgann Yilling, avat. hag un niver vras eus e soudarded a voe lazhet. Rediet e voe liu Bei da dec'hiñ da Vaidicheng. Da glañv ez eas tu-se ha mervel a reas ur bloavezh diwezhatoc'h. E vab Liu Shan a yeas da roue goudezañ.
Kañseler Shu-Han, Zhuge Liang a sinas ar peoc'h gant Wu rak krediñ a rae e oa pouezusoc'h da aloubiñ Cao Wei hag adsevel an Tierniezh Han. Meur a wech e aloubas an norzh met c'hwitañ a reas pep gwech. E erlerc'hier, Jiang Wei a gendalc'has gant e bolitikerezh met n'en-doe ket muioc'h a berzh.
E 263 e argasas Wei rouantelezh Shu Han. Abalamour da strategiezh ar jeneraled Zhong Hui ha Deng Hai e teujont a-benn da zerc'hel proviñs HAnzhong hag ar gêrbenn Chengdu. En em zaskor da Zhong Hui a reas Jiang Wei hag arnodiñ a reas d'e lakaat d'en em sevel a-enep Deng Hai. C'hwitañ a reas, avat, a lazhet e voe asambles gant an daou jeneral gant o soudarded dezho. Goude-se e voe harluet Liu Shan da Luyoang, kêrbenn Wei, ma rojod titl Duk Anle dezhañ.