Lezhennouriezh (sinaeg 法家, pinyin fa jia, "skol al lezenn") a reer en Istor Sina eus unan eus ar froudadoù prederouriezhel pouezusañ a voe en Oadvezh ar Stadoù Brezelour, a grogas war-dro ar bloavezh 475 KJK hag a echuas gant deroù ar remziad Qin er bloavezh 221 KJK, pa voe Sina unanet hag anvet Qin (distaget [tchin]) hepken.<br.> Dre ma voe goveliet an anv fajia e-kerzh ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) ne c'hall ket ober dave d'ur gelennadurezh urzhiet d'ar mare ma oa en he bleuñv. Ur pal politikel hepken a oa d'al lezennouriezh, ne glaske ket displegañ kealioù donoc'h evel penn-natur hag abeg buhez mab-den war an Douar. Ne selle ket al lezennourien ouzh an dud hag o c'hevredigezh evel ma rankjent bezañ, hogen evel ma oant ; un taol-skub a rojont d'an hengoun ha d'an dremened a-raok prederiañ war ar bed distabil m'edont o vevañ.
Hervez "gwirvoudelezh politikel" al lezennourien, n'eo ket mab-den fur hag onest a-walc'h evit bevañ e peoc'h en ur gevredigezh urzhiet ha glan, setu e ranker sevel hag arverañ lezennoù strizh, garv hag hollc'halloudus a-benn reizhañ emzalc'h en dud. En o sell n'eo al lezennoù nemet binvioù rekis da greñvaat galloud ar pennrener dre enframmañ holl duezioù buhez ar bobl hag ar Stad. Da heul berzh o mennozhioù e voe erlerc'hiet ar c'hladdalc'helezh gant ur galloud kreizennet ha mac'homer e-pad tremen ur c'hantved.
Anezhañ ar skrid-diazez eus al lezhennouriezh e Sina, e voe skrivet gant Shang Yang (390-338 KJK), kuzulier er Stad Qin. En e levr e pouez war perzhioù al lezennoù hag e sav enep ar gonfusianegezh dre ma laka reol ar Stad a-us hini an tiegezh : ret eo gwareziñ ar Stad diouzh ar bobl, a zo lakaet da zizesk hag emgar dre natur.
Skrivet gant Han Feizi (281-233 KJK), anezhañ un uhelad er Stad Han e dibenn Oadvezh Brezel ar Broioù, ar skrid-se zo ur c'hendastumad eus mennozhioù digant Shang Yang, evel-just, ha daou all :
Pa voe Shang Yang anvet da bennvaodiern ar Stad Qi gant an dug Xiao er bloavezh 356 KJK e krogas da reoliañ ar Stad hervez e soñjoù : lezennoù strizh a voe e venveg nemetañ a-benn kaout an dizober eus kement enebiezh en diabarzh hag en diavaez. Da gentañ e lakaas Levr al Lezennoù (Fa Jing) Li Kui, embannet e 407 GJK, da dalvezout er Stad ; ur reolenn a ouzhpennas : kastizet evel an torfedour e vije neb a ouije a-zivout un torfed hep e ziskuliañ d'ar Stad. Kement adreizhadur a c'hoarvezje er Stad a vije nullet mar ne oa ket lakaet gant ar Stad da lezenn ret evit an holl er Stad a-bezh. Skarzhet e voe ar reizhiad kozh a oa diazezet war lignez ar gwad, ha staliet lignez an oberoù : dre e oberoù hepken e c'halle un den tizhout ur garg uhel er Stad, hag ar rener hepken a denne ar galloud diwar e c'hanedigezh. An noblañsoù a gollas pep gwir war o douaroù, a voe dasparzhet etre soudarded hervez o c'hurioù en emgann. Ugent derez-karg a voe krouet en arme, hervez an emzalc'h war an tachennoù-emgann. Al labour-douar a voe lakaet dreist ar c'henwerzh : kementadoù ret dre lezenn a voe lakaet war an eostoù, gopret e voe ar gouerien a rae gwelloc'h ha kastizet ar re a c'houneze nebeutoc'h. Dre ma oa kalz kouerien o vont d'an arme e voe galvet tud eus ar Stadoù all da gemer o lec'h, ar pezh a wanaas ar Stadoù amezek. Ouzhpenn-se e voe lakaet prizonidi da labourat da zifraostañ tachennoù a-benn o labourat. Lezennoù nevez a voe embannet a-benn ma timezje an dud abretoc'h ha ma c'hanjent muioc'h a vugale. Er bloavezh 350 KJK e voe embannet lezennoù nevez all a-zivout dasparzh an douaroù hag an tailhoù : echu gant an douaroù perc'hennet dre lignez, ha div wezh muioc'h a dailhoù d'ar familhoù ma chome muioc'h eget ur mab en ti – lakaat ar familhoù bras ha galloudus da vruzhuniñ e oa ar pal. A-benn terriñ levezon an hevelep familhoù war ar velestradurezh e voe lakaet kêrbenn ar Stad Qi e Linzi.
Al lezennoù-se a ziazezas galloud ar Stad Qi, ha dre he finvidigezh ha nerzh ar c'hleze e teuas da vezañ trec'h war ar c'hwec'h Stad all a oa e Sina d'ar mare-se, alese deroù ar remziad Qin o ren war Sina a-bezh adal 221 KJK.
Ur c'hant bloavezh bennak goude ma oa Shang Yang e karg e voe Han Fei Zi o tiazezañ al lezennouriezh da vat war an tri benveg a oa hervezañ e kerz ur rener a-benn staliañ e c'halloud en un doare efedus : shi, fa ha shu.
Peogwir e lakae al lezennourien ar Stad a-us ar bobl n'o devoa an dud gwir hiniennel ebet, ha kement frankiz a chome dezho a ranke kreñvaat galloud ar rener. Petra bennak ma ouie Han Feizi war divoud ar c'heal a "wirioù mab-den" e rae goap outañ peogwir e krede kreñv en anataenn bennañ al lezennourien : n'eus nemet droug ha sotoni en dud izel o renk hag en o oberoù. Dre o dellidoù avat e c'halle an dud tizhout un dere uheloc'h er gevredigezh evel meizet gant al lezennourien : kurioù ur soudard a c'halle ober ur jeneral dioutañ, ur marc'hadour a c'halle bezañ anvet da gañseller, ar pezh na c'halle ket c'hoarvezout er c'hwec'h Stad sinaat estreget Qi.
A-benn delc'her ar bobl sioul e voe divizet intrañ al lezenn e pep den betek ma vije didalvez kastizañ, ken bras ma oa an aon rak heuliad un ober kontrol dezhi. Kiriegezh an holl eo ar bennaenn a voe arvezet evit tizhout ar pal : ur gumuniezh a-bezh a vije kastizet en abeg d'ur fazi graet gant unan hepken eus he izili. Neuze e krogas pep den da evezhiañ e amezeien ha da gemenn ar pennadurezhioù mar gwele tra pe dra e-maez lezenn, gant aon rak ar penngastiz.
Diwar lezennoù-diabarzh forzh pe gelc'hiad politikel er bed e kavas al lezennourien o diskar : pa glaskas Shang Yang lakaat lezenn ar Stad da gastizañ kulator an danvez-rener e kavas ar marv ; Han Feizi e-unan a voe pistriet gant e genseurt Li Si ; hemañ diwezhañ a voe lazhet en anv ul lezenn bet embannet gantañ e-unan. Petra bennak ma voe lakaet diskred war al lezennourien goude ren ar remziad Qin ha ma'z eas al lezennouriezh da get evel skolbrederouriezh dizalc'h e c'haller lavaret e chom arroudoù lezennour er Gonfusianegezh evel ma vez meizet hiziv an deiz, ha kreñv eo he fouez c'hoazh e gouarnamant Sina.
E sinaeg e reer 儒表法裡 ru biao fa li "Konfusian, ar gorre ; lezennour, an diabarzh" eus prederouriezh Impalaerezh Sina : c'hwekder talvoudegezhioù Konfusius war krizder mennozhioù Shang Yang ha Han Feizi.
Da vare ar remziadoù Sui (589-618 GJK) ha Tang (618-906) e voe ouzhpennet ur gwiskad bouddhaegezh war sichenn galet ren an impalaerien. Goude 1949 ez embannas Mao Zedong bezañ a-du gant lod doareoù bet lakaet e pleustr gant al lezennourien. Er bloavezhioù 1980 e voe degemeret lezenn ar gopr hag ar c'hastiz gant gouarnamant ar Republik Poblel eus Sina pa oa Deng Xiaoping en he fenn.