Ganet e oa en hañvezh 778, pa oa e dad o vont da Spagn da vrezeliñ, eus Hildegard Vintzgau, er genkiz villa Cassinogilum. Ur breur gevell en doa, Lotar, a varvas nebeud goude.
Ne voe ket sioul e ren pa rankas difenn unvaniezh an impalaeriezh. Taget e veze aodoù ar vro gant ar Vikinged en un tu, bec'h a veze gant ar Vrezhoned en tu all. Hag ouzhpenn-se e klaskas e vibien hag e gonted sevel a-enep d' e veli. Meur a vrezel a rankas ober evit talañ outo holl.
E miz Gwengolo er bloavezh-se en-eeun e voe tolpet, gant an Impalaer Karl, ur bodad bras a dud e palez Aachen. Deuet eus e rouantelezh hag impalaeriezh e voe bodet eskibien, ebed, konted, beleien, diagoned, ha bodad ar Franked e-metoù an impalaer en Aachen ; hag eno e savjont c'hwec'h chabistr ha daou-ugent da zastum petra a oa ezhomm da Iliz Doue ha d'ar bobl kristen. Goude e voe dalc'het ur vodadeg gant an eskibien, ebed, konted, ha noblañsed eus ar rouantelezh frank, hag e rejont ur roue hag un impalaer eus e vab Loeiz. Ha d'an dra-se e asantas an holl en hevelep doare, o lavarout e oa reizh ; ha kement-se a blijas d'ar bobl, ha gant asant ha you ar bobl e lakaas e vab Loeiz da impalaer war un dro gantañ, hag e kadarnaas an impalaeriezh gant ar gurunenn aour, hag ar bobl da youal ha da huchal: Bevet an Impalaer Loeiz! Ha levenez vras a voe e-touez ar bobl en deiz-se[1].
Ne voe ket rannet an impalaeriezh eta, goude ma oa ar c'hiz en amzer-se.
Kement-se a voe lakaet dre skrid e miz Gouhere 817 en Ordinatio Imperii.
Diwar-se e savas kounnar e spered e niz Bernard, mab-bihan da g-Karl Veur evel mibien Loeiz, ha roue Italia.
Kastizet-garv e voe an niz gant Loeiz, pa voe bac'het ha toullet e zaoulagad outañ e 818. A-benn ar fin e pardonas dezhañ met mervel a reas daou zevezh goude. Keuz en doe Loeiz an Deol war-lerc'h e daol kriz, ha morc'hediñ a reas pa eas da c'houzañv ur binijenn foran da Attigny (Aisne) e 822. Kement-se avat ne zegasas ket brud vat dezhañ.
Goude marv Irmingard e 819, e timezas Loeiz da Judit Bavaria a roas ur mab all dezhañ, Karl, ganet e 823, hag a vo lesanvet ar Moal. Pa glaskas Judit lakaat he mab da impalaer, e-lec'h Lotar (mab henañ Loeiz) ha hep rannañ an impalaeriezh (diwar-goust ar vibien all) , e voe graet trouz ha reuz gant ar vibien ha n'oant ket plijet o welout lakaat en arvar ar rannadur divizet en-araok.
E 829 e voe lakaet kemm gant Loeiz en doare da rannañ an impalaeriezh.
Met e vab henañ Loeiz ar German a vodas ur bochad aotrouien da c'houlenn ma chomje unanet an impalaeriezh. E 830 e voe rediet Loeiz gant e dri mab da gas Judit d'ar gouent ha da zispenn an impalaeriezh e peder rouantelezh.
E 833 e voe kaset Loeiz, Judit hag o mab Charlez d'an toull-bac'h gant an tri mab henañ. Rediet e voe Loeiz d'ober pinijenn e Soissons ha lamet e voe e ditl a impalaer digantañ. Met dizemglev a savas neuze etre ar vreudeur emsavet. Adkavout a reas Loeiz e ditl a impalaer en-dro e 835. Embann a reas reiñ ur rouantelezh vras da Garl, e vab diwezhañ. Gant-se ne oa ket digresket gwarizi ar vreudeur.
Goude marv Loeiz e 840 e adkrogas an tabutoù etre ar vibien.
Brezel ouzh ar Vretoned
E korn-bro Langoned e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[3].