Pa oa bihan e klaskas e vreudeur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Da gentañ e voent kounnaret o welout e oa bet roet an titl a roue Alamagn (Alemenia e latin) dezhañ pa ne oa nemet 4 bloaz. Goude-se pa voe roet hini roue Akwitania dezhañ e 838 pa oa 15 vloaz. Goude marv o zad e voe gwashoc'h an tabut etre ar vreudeur. Met pa glaske Lotar Iañ, ar breur henañ, skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Karl un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye (841). Diwar feur-emglev Verdun sinet e 843 e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :
Ouzh e rouantelezh e stagas Provañs ha (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met reiñ a rankas ul lodenn eus Lotaringia da Loeiz dre feur-emglev Mersen.
Etre 856 ha 861 e c'houzañvas e rouantelezh meur a aloubadenn diwar an Normanned ken e kavas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg e wazhourien eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp an eskibien.
E 865 pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.
E 875 e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar Pab Yann III war-lerc'h Loeiz II a Italia, mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e 876, e aloubas Karl lodenn gornôg Bro-Loter, met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized (emgann Andernac'h e-kichen Koblenz, 876).
E 877 ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet ar c'hontelezhioù dre hêrezh ha dre-se e krogas amzer ar c'hladdalc'helezh. Goude-se ez eas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaske Karloman, mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas d'ar 6 a viz Here877 pa oa o treuziñ an Alpoù e kêriadennBrios (Avrieux hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant un ampoezon roet dezhañ gant e vezeg.
Goude ec'h addimezas Karl da Richild, eus tiegezh ar Bosonided, hag ur verc'h o doe :
Rothild (war-dro 871 – war-dro 928), dimezet da gont Maine Roger.
Bugale all o dije bet, marvet yaouank, en o zouez Peppin ha Dreux, anezho gevelled marteze, beziet en abati Saint-Amand[4].
Notennoù ha daveennoù
↑Bulletin de la société académique de Brest, Deuxième série, Tome XX, 1894-1895. Brest, 1895. « Maro ar Roue Morvan » gant Ch. Gwennou, p. 464. « Kenteliou ann Istor », p. 470.
↑« Emgann Jengland e 851 » gant Noël-Yves Tonnerre, lakaet e brezhoneg gant Kuzul ar Brezhoneg.
↑ 4,0 ha4,1Anselme de Sainte Marie (Père Anselme), Histoire généalogique et chronologique de la Maison Royale de France, 9 volumes, Paris, 1725 et années suivantes, tome 1, page 34, lire en ligne