Ur vro c’halloudus e voe Flandrez e-pad pell. Unan eus parelezhioù rouantelezh Frañs e voe ivez. Artez, zo bremañ e departamant ar Pas-de-Calais, a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez ivez, betek 1237, pa zeuas da vezañ ur gontelezh distag. Goude se e voe stag kontelezh Artez, a-vareoù, ouzh domanioù konted Flandrez.
E dibenn ar Grennamzer e oa Flandrez ur vro annezet-stank, e-keñver ar broioù all en Europa, gant kêrioù evel Gent, Brugge pe Ieper a veve diwar labour ha kenwerzh ar gloan dreist-holl.
Met kontelezh Flandrez a zeuas a-benn da chom dizalc’h diouzh ar rouaned gall. Kêrioù Flandrez pinvidikoc’h-pinvidikañ d’ar c’houlz-se a zeuas a-benn da argas an armeoù gall, ha trec’h e voent en Emgann ar C'hentroù Aour (11 a viz Gouere1302), e-kichen Kortrijk. Bleuniañ a reas kenwerzh Flandrez e-pad ur c’hantved c’hoazh, met mont a reas d’an traoñ tamm-ha-tamm, abalamour d’ar vosenn, d’ar Brezel Kant Vloaz etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz (1338-1453) ha da gevezerezh gwiadoù Bro-Saoz. Kalz a wiaderien eus Flandrez a guitaas o bro da vont da Vro-Saoz da vevañ en amzer-se.
Goude dimezioù etre noblañsoù e tremenas kontelezh Flandrez dindan dalc’h duged Bourgogn e 1384, evel ar broioù amezek. E 1477 e tremenas ar broioù-se dindan dalc’h an Habsbourged ha goude 1556 e voent staget ouzh rouantelezh Spagn.
Kornôg Flandrez a voe staget da vat ouzh Bro-C’hall gant armeoù Loeiz XIV, goude emglevioù sinet e 1659, 1668 ha 1678. Al lodenn-se, a reer anezhi Flandrez Frañs, a zeuas da vezañ unan eus proviñsoù Frañs a-raok mont d’ober an darn vrasañ eus departamant an Nord da vare an Dispac’h.