Eus 1526 da 1530 e chomas prizoniad Karl V e Spagn gant e vreur Frañsez, e-lec'h o zad Frañsez Iañ.
Daofin ha Dug Breizh
War-lerc'h marv e vreur henañ an daofinFrañsez e 1536 e voe lakaet war un dro da Zaofin ha da Zug Breizh, hogen ne voe ket kurunennet evel e vreur, an dug kurunennet diwezhañ a voe e Breizh.
Kenderc'hel a reas Herri II gant ar brezel ouzh Karl V hag ouzh Bro-Saoz. E 1558 e voe skarzhet ar Saozon diouzh Calais. Sinet e voe ar peoc'h gant feur-emglev Cateau-Cambrésis e miz Ebrel 1559 etre Herri II, Elesbed Iañ, rouanez Bro-Saoz, ha Fulup II, Roue Spagn. Diwar-se e voe ret da Vro-C'hall dilezel Italia.
Dindan ren Herri II e voe krouet ar Chambre ardente, e karg da varn an disivouderien.
D'an 30 a viz Even, e-korf un tournamant, e voe gloazet Herri II gant un taol goaf digant an dug Montgomery.
Ar roue a varvas d'an 10 a viz Gouere 1559.