Ar mab a vez graet eus bugel ur vamm, pa vez hañval e reizh ouzh hini e dad, ha pa vez hañval ouzh hini ur vamm e vez lavaret ar verc'h.
Komz a reer
eus ar mab henañ pa vez daou vab,
eus an hini etrehenañ pa vez tri mab
eus ar yaouankañ pa reer anv eus an diwezhañ ganet.
Sevenadur
Hervez ar c'hiz kozh e oa d'ar mab henañ da genderc'hel labour e dad, hag alies e veze savet evit seveniñ ar gefridi-se. Komz a reer eus gwir ar mab henañ, a veze roet dezhañ an holl beadra a oa en tiegezh, ha ne chome nemet nebeud, pe netra da reiñ d'ar vugale all. Ar merc'hed, pa vezent dimezet ha pa'z aent d'un tiegezh all, a veze roet dezho un tamm argouroù.
En tiegezhioù niverus e veze ar c'hiz reiñ ur mab d'an iliz, hag unan all d'an arme, evel ma veze paeet an tailhoù.
Advabañ
Mab-den
Anvioù
E meur a sevenadur hag a yezh e vez, pe e veze, anvet ar vibien diwar anv o zad.
Breizh
Chom a ra un aspadenn eus an doare-envel-se en anvioù-tiegezh en ab.
E Kembre
E Kembre eo bet advevaet an doare-envel kozh, ma c'haller dilezel an anv Jones, da skouer, pe unan all, mar karer, ha dibab an doare gant ab (pe ap).
E Bro-Saoz
E Bro-Saoz (evel en Iwerzhon, Skos, SUA, Sveden) ez echu kalzik a anvioù tiegezh gant ar ger son :
E Spagn e echu gant ez an anvioù savet diwar anv an tad, en es e Portugal:
Alvarez/Alvares
Enríquez/Henriques
Fernández, Hernández /Fernandes
Rodriguez/Rodrigues
Martinez/Martins
González/Gonçalves
Suarez/Soares
En Iwerzhon hag e Bro-Skos
Kavout a reer kalz anvioù-tud gant Mac (="mab").
Da skouer : "Mac Thomáis" (mab Thomas), "Mac Domhnaill" (mab Donald), er yezhoù gouezelek. Pe en ur stumm saoznekaet : "MacDonald", "MacLean".