Sevel a reas war an tron da zek vloaz, war-lerc'h e vreur henañ Frañsez II, aet d'an anaon goude nebeutoc'h evit ur bloavezh ren. E vamm avat eo an hini a renas ar stad, da c'hortoz ken e vije en oad d'ober, hag enebiñ a reas ouzh ar Brotestanded.
War-lerc'h sinet ar peoc'h e Saint-Germain e 1570 e tremenas ar galloud etre daouarn ar protestant Coligny. Neuze e c'hourc'hemennas ar roue lazhadeg Gouel Bertele e 1572.
Dimeziñ ha bugale
E 1570 e timezas d'ar briñsez aostrian Elesbed Aostria (1554-1592). Ur verc'h o doe e 1572, Marie-Élisabeth (1572-1578), hogen mab ebet. Pan eas kuit he mamm intañvez da Aostria, e 1576, e chomas ar verc'hig e Pariz, ha mervel a reas daou vloaz goude.
Ur mab en doe ar roue e 1573 avat, hogen gant e serc'hMarie Touchet, Charles de Valois-Auvergne, dug Angoulême.