An Dispac'h Sevenadurel Meur Tavantel[1] (sinaeg 無產階級文化大革命, pinyinwúchan jiejí wénhuà dà gémìng, berraet peurliesañ e 文化大革命 wénhuà dà gémìngDispac'h Sevenadurel Meur pe c'hoazh 文革 wéngé, Dispac'h Sevenadurel), eo al lusk broadel bet aozet e Republik Pobl Sina gant Mao Zedong[2] (1893-1976) adalek 1966 enep izili all eus Strollad Komunour Sina (SKS) ha kefredourien[3], e soñje da Vao Zedong ha d'e heulierien e oant o vont war-du ar gevalaouriezh.
Krennañ ha kreñvaat an Dispac'h sinaat a oa c'hoarvezet e 1912 e oa ar pal e gwirionez. Gant skoazell lod renerien SKS, lesanvet 四人幫, sì rén bāngTolpad ar Pevar[4] ez arveras Mao Zedong emsav divent ar studierien, ar Warded Ruz, evit divrudañ tu dehoù ar Strollad a oa kaset gant Liu Shaoqi (1898-1969), Peng Zhen (1902-1997) ha Deng Xiaoping (1904-1997).
Dre Sina a-bezh e voe strewet an Dispac'h Sevenadurel a-drugarez d'ar Warded Ruz, er c'hêrioù ha war ar maezioù, betek tizhout an holl labourerien hag ar soudarded ; en diwezh e troas d'ur ronkadeg troet enep Strollad Komunour Sina a oa o vont da goll mestroniezh.
Kuzulioù Gwerinel, enno labourerien, soudarded hag atebeien eus SKS, a voe savet en hogos an hanter eus ar Stad sinaat ; evel gouarnamantoù gwerinel ez aent en-dro evit merañ tachenn pe dachenn, ar pezh a ouezas Mao Zedong sterniañ dre lakaat ar C'huzulioù-se dindan ren SKS. Betek 1976 e padas ar C'huzulioù : er bloavezh-se e varvas Mao Zedong ha gant skoazell al Lu e teuas Deng Xiaoping a-benn da staliañ e strollad e penn Republik Pobl Sina. Kalet e voe ar gwaskadur, bac'het e voe Tolpad ar Pevar, ha boulc'het e voe ar Sokialouriezh gant perzhioù ar marc'hadoù a voe ar c'hammed kentañ war hent an distro da armerzh ar marc'hadoù kevalaour.
Hervez soñj ar media kornaouegel ne voe an Dispac'h Sevenadurel nemet un emgann evit ar galloud : Mao Zedong e felle dezhañ e adtapout gant harp e wreg Jiang Qing ha penn al Lu, Lin Biao (1907-1971) diwar goust politikel Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping. Petra bennak ma 'z echuas an Dispac'h Sevenadurel e miz Ebrel 1969 gant IXvet Kendalc'h Strollad Komunour Sina e vezer boas da astenn e vare istorel a-hed ar stourm evit ar galloud, da lavaret eo eus 1966 betek 1976 pa zeuas Deng Xiaoping a-benn da ren war-lerc'h Mao Zedong.
A-drugarez d'an Dispac'h Sevenadurel e c'hallas Mao Zedong adtapout ar galloud en devoa kollet da heul c'hwitadenn al Lamm Bras War-Raok (1958-1960). Uhel e voe ar priz evelato, pa renas an dizurzh politikel e-pad dek bloavezh, gant frapadoù feulster a-berzh ar Warded Ruz a dagas kement den a veze tamallet bezañ disleal ouzh SKS hag ouzh Mao Zedong.
Klasket o deus an istorourien hag ar vredelfennerien kompren penaos e oa bet tizhet ker gwazh ur feulster hag un dizurzh kevredigezhel en abeg d'ur stourm evit ar galloud ; niverus eo bet ar studiadennoù bet embannet diwar-benn an dodenn e Sina hag e peurrest ar bed.
Ar gwrizioù
A-c'houde c'hwitadenn al Lamm Bras War-Raok e 1960 e chomas Mao Zedong e penn SKS hag ar C'huzul Soudardel Kreiz, hogen ret e voe dezhañ lezel ar galloud stadel etre daouarn Liu Shaoqi, anezhañ pennsezer[5] nevez Republik Pobl Sina, ha Deng Xiaoping, anezhañ Sekretour Meur SKS. Nac'hañ a reas Mao Zedong koll e veli hag e levezon avat, rak pa welas Sina o tostaat da URSS en-dro e soñjas dezhañ e oa e zaou enebour o trubardiñ spered an Dispach Sinaat hervez doare ar pennsezer rusat Nikita C'hrouchtchov pa zinac'has Jozef Stalin e 1956.
Hag eñ 73 vloaz ha dic'halloud pe dost e 1966 e tivizas Mao Zedong stourm evit e vennozhioù hag o c'has war-raok a-dreuz Sina en desped da bolitikerezh ar renerien nevez. An Dispac'h Sevenadurel Tavantel Meur — da lavaret eo ur pezh mell stourmad kealoniezhel ma voe broudet ar soudarded hag ar yaouankizoù da damall kement den a bellae diouzh spered an Dispac'h Sinaat — a voe benveg e zistro d'ar galloud.
Feuls-tre e voe ar stourmad : e-pad meur a vloavezh e voe an darn vrasañ eus renerien SKS hag eus ar gefredourien lezet er-maez eus ar vuhez foran en abeg ma oant "a-zehoù" hag "enepdispac'herien". Lod anezho, evel Liu Shaoqi, a varvas diwar ar gwallgasadennoù.
Ne vije ket bet eus an Dispac'h Sevenadurel ha distro Mao Zedong d'ar galloud hep skoazell digant daou zen a voe pouezus-bras e Sina ar mare-se : Lin Biao, ur soudard feal da Vao, ha Jiang Qing, gwreg Mao Zedong. Ganto o-daou e voe savet Tolpad ar Pevar diwezhatoc'h. Koulz Jiang Qing ha Lin Biao a reas gant arwazh Mao Zedong evit tagañ renerien all Strollad Komunour Sina a-benn kemer ar galloud da heul ar Sturier Meur. Bez' e c'haller lavaret neuze e voe an Dispac'h Sevenadurel ganet diwar c'hoant Mao Zedong da adtapout ar galloud ha diwar c'hoant izili dister SKS d'e dapout d'o zro war e lerc'h.
D'an 2 a viz Gouere 1959 e voe dalc'het Kuzuliadeg Lushan, da lavaret eo VIIIvet Emvod Kuzul-kreiz Strollad Komunour Sina. E -kerzh an emvod e skrivas Peng Dehuai (1898-1974), Maodiern an Difenn, ul lizher evit abegiñ ouzh al Lamm Bras War-Raok hag ouzh Mao Zedong e-unan ; hemañ a damallas da Beng Dhuai tostaat d'an tu dehoù, ha d'an 23 a viz Gouere e voe Peng Dehuai bac'het hag erlerc'hiet kerkent gant Lin Biao, a bignas raktal en urzhaz ar galloud betek penn Lu Poblel an Dieubidigezh. Alese e tivizas Lin Biao un heuliad muzulioù evit kreñvaat fealded ar soudarded da gealoniezh SKS ha da Vao Zedong.
Gant ar mennozh-se e lakaas Lin Biao dastum 427 bomm a-berzh Mao Zedong a voe embannet e 1963 en ul levrig anvet Arroudoù ar Pennsezer Mao ("Pennsezer" oc'h ober dave da renk Mao Zedong en SKS hepken), a zo anevezet er C'hornôg evel al Levrig Ruz.
Ul levr all a voe embannet, anvet Deizlevr Lei Feng, ha lakaet da rekis evit ar soudarded yaouank. Lei Feng a oa ur soudard yaouank marvet dre wallzarvoud pa oa 22 vloaz hepken. Goude e varv e oa bet dizoloet e zeizlevr ma skrive kement striv a rae evit servij ar bobl hag ar Strollad en ur heuliañ alioù fur ar Pennsezer Mao. Levezonet-bras e voe yaouankizoù Sina gant skouer Lei Feng, petra bennak ma ouzer hiziv e oa an deizlevr bet skrivet gant servijoù bruderezh al Lu. Levrioù kentelius all a voe embannet etre 1964 ha 1971 a-gementadoù bras evit tizhout an holl soudarded yaouank a oa dindan beli Lin Biao hag e fealded d'ar Pennsezer Mao.
An deroù
Tra ma oa Lin Biao oc'h atizañ azeul personelezh Mao Zedong e laboure Jiang Qing diouzh he zu. Dre ma oa-hi bet un aktourez e kemere perzh e buhez sevenadurel Sina hag e tifenne ar c'healioù dispac'hel en arzoù ; dre un oberenn lennegel end-eeun e krogas an Dispac'h Sevenadurel.
E 1951 ez embannas an istorour meur ha besmaer BeijingWu Han (1909-1969) ur pezh-c'hoari anvet 海瑞罷官 Hai Ruì Bàguan "Diveliadur Hai Rui" ; un doare nevez anezhañ a voe c'hoariet en opera Beijing e 1960 gant berzh bras. Fuloret e voe Mao Zedong gant ar pezh-c'hoari abalamour ma kredas dezhañ ez arvere Wu Han tudennoù eus tierniezh Ming evit ober dave d'an emgann etre ar Pennsezer ha Peng Dehuai, ha fuloretoc'h c'hoazh e voe gant skridoù damistorel all embannet gant Deng Te ha Liao Mosha, daou ezel eus Kuzul-kêr ivez, evit abegiñ outañ. Kalzik dalc'hidi Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping a oa e Kuzul-kêr Beijing d'ar mare-se, ar maer Peng Zhen er penn anezho : setu aze gouzañvidi gentañ an Dispac'h Sevenadurel.
Pa verzas en devoa enebourien daer e Beijing ez eas Mao Zedong kuit da Shanghai en hañv 1965. Eno, e-kerzh emvod ar C'huzul-kreiz e miz Gwengolo, e c'halvas d'an emsav enep "kealoniezh kilstourmer ar vourc'hizien". E Shanghai e oa Mao Zedong o prientiñ e zistro, ha lañs a voe roet d'an Dispac'h Sevenadurel pa skrivas Yao Wenyuan, dindan levezon Jiang Qing ha gant harp al Lu, ur pennad taer a-zivout dislealded Diveliadur Hai Rui a voe embannet e Shanghai e Pemdezieg Lu an Dieubidigezh d'an 10 a viz Du 1965.
Pal Mao Zedong hag e heulierien a oa tagañ Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping dre arloupañ war o dalc'hidi, ar pezh a lakaas renerien SKS en un enkadenn, pa oa Mao Zedong anavezet-reizh evel pennkealoniour ar Stad ha pa oa an abegadennoù ouzh renerien Beijing diazezet war ar gealoniezh-se end-eeun : diaes-bras e oa mont a-enep renerien SKS ha war an dro dislavarout Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping a oa ivez uhel en urzhaz.
Efedus e voe an tagadennoù koulskoude, pa anzavas Wu Han d'an 30 a viz Kerzu 1965 a-wel d'an holl en devoa graet ur fazi gant doare diwezhañ Diveliadur Hai Rui. Diwar kement-se e voe kresket ar gwask gant heulierien Mao Zedong ; d'ar 26 a viz Meurzh 1966, pa oa Liu Shaoqi o veajiñ ez-ofisiel e Pakistan hag en Afghanistan, e voe droukklozet Peng Zhen, maer Beijing. Gant skoazell Yao Wenyuan e Shanghai e voe lakaet Beijing dindan beli al Lu, a oa feal da Lin Biao ha Mao Zedong. Adal an darvoud-se e voe ar gazetenn Pemdezieg Lu an Dieubidigezh etre daouarn heulierien Mao Zedong; enni e voe, d'an 18 a viz Ebrel 1966, embannet ur pennad-stur istorel anvet Savomp banniel ruz soñjoù Mao Zedong ha bezomp oberiant e Dispac'h Sevenadurel Sokialour Meur. War an dro e roe ar pennad-stur-se un anv d'al lusk nevez hag en e lakae dindan ren al Lu. D'ar 1añ a viz Even 1966 e voe Pemdezieg ar Bobl, anezhi kazetenn SKS, dindan beli heulierien Mao Zedong d'he zro.
Distro Mao Zedong d'ar galloud
Pa voe ar media, al Lu hag ar gefredourien dindan beli Mao Zedong ne c'hallas mui Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping derc'hel d'o mennozh — daoust dezhañ bezañ c'hwitet war al Lamm Bras War-Raok ha daoust da bennadurezhioù SKS bezañ savet a-enep dezhañ e oa deuet Mao Zedong a-benn da zistreiñ da bennlevier nemetañ. D'an 18 a viz Gouere 1966 e tistroas a Shanghai da Veijing hag e-kerzh XIvet Emvod Meur Kuzul-kreiz Burev Politikel Strollad Komunour Sina ez embannas lies disentezioù mennet da ziskar kement atebeg en devoa graet kammed pe gammed war hent ar gevalaouriezh. Da geñver an emvod-se ivez e voe ar Warded Ruz ganet ez-ofisiel, ar pal dezho kas Yaouankizoù SKS da get peogwir e oant feal da Liu Shaoqi. Pouezet e voe war ar bruderezh, ha taeroc'h-taerañ e voe an tagadennoù enep Deng Xiaoping ha Liu Shaoqi, "ar C'hrouchtchov sinaat". Diskarget e oa bet Liu Shaoqi eus kement galloud a oa, hogen e miz Du 1968 hepken e voe embannet e ziveliadur.
En eil c'hwec'hmiziad 1966 e voe reuz ha freuz e Sina a-bezh. Paouez a reas ar reizhiad kelenn da vont en-dro, ar Warded Ruz a oa o ren war Republik Pobl Sina dre guzulioù dispac'hel a gastize kement den a hañvale bezañ a-zehoù pe gilstourmer. Mao Zedong e-unan a voe souezhet gant feulster lod darvoudennoù, ha merzout a reas e oa stad politikel ar vro o vont dioutañ ; e miz Genver 1967 e kasas al Lu da lakaat urzh er vro, met betek 1968 e kendalc'has ar Warded Ruz da vezañ oberiant.
Unan eus an nebeud atebeien na voent ket skarzhet eus ar galloud e voe ar Pennmaodiern Zhou Enlai (1898-1976), a ouezas toullañ e hent etre ar Warded Ruz, na oant ket d'e c'hrad, hag al Lu. Kalzik pennoù eus SKS hag eus al Lu a voe gwarezet gantañ diouzh tagadennoù ar Warded Ruz, tra ma chome-eñ diabeget abalamour ma chome diouzh tu Mao Zedong.
Ur wezh lakaet Liu Shaoqi ha Deng Xiapoing er-maez eus ar galloud e voe gounezet gant Mao Zedong hag e heulierien ar stourm evit mestroniezh ar Strollad hag ar Stad. A-benn embann stad nevez politikerezh ar vro e voe galvet IXvet Kendalc'h Strollad Komunour Sina.
An IXvet Kendalc'h
E miz ebrel 1969 e voe digoret ar C'hendalc'h, a gadarnaas galloud Mao Zedong pa voe dilennet en-dro a-unvouezh da Bennsezer SKS ha da Bennsezer Kuzul-kreiz al Lu. Ouzhpenn da gement-se e voe asantet da vennozhioù Mao Zedong evel kealoniezh ofisiel SKS hag ar Stad.
Lin Biao a voe dilennet da Vespennsezer SKS ha da erlerc'hier Mao Zedong.
Disklêriet e voe diwezh an Dispac'h Sevenadurel, kinniget evel ur berzh bras a-drugarez da bobl Sina ha da Vao Zedong pa oant bet trec'h war ar gilstourmerien o devoa lakaet glannder kealoniezh ar reizhiad en arvar.
Petra bennak ma voe klozet an Dispac'h Sevenadurel gant IXvet Kendalc'h SKS e oa bet gwastet framm ar Strollad, hini ar Stad ha hini ar gevredigezh dre skarzhañ izili eus SKS ha kefredourien ar vro. Pell goude ar C'hendalc'h e voe aspadennoù eus an Dispac'h Sevenadurel, ha kenderc'hel a reas ar stourmoù evit ar galloud a-hed ar bloavezhioù war-lerc'h.
Diveliadur Lin Biao
Goude an IXvet Kendalc'h e voe sellet ouzh Lin Biao evel ouzh danvez Pennsezer ar Republik Poblel. Peogwir e oa bet anvet da erlerc'hier ofisiel Mao Zedong ha da Vespennsezer ar Strollad e hañvale bezañ pignet uhel a-walc'h en urzhaz evit na vezañ skarzhet kent bezañ den kreñvañ ar reizhiad. Kempleshoc'h e oa ar c'hoari e gwirionez.
Pa veze azeulet betek re gant Lin Biao e savas mar e Mao Zedong war divoud mennozhioù gwirion an den a hañvale bezañ e heulier fealañ. E-kerzh an IXvet Kendalc'h e c'hoarvezas tabut kreñv etre an daou zen abalamour ma c'houlennas groñs Lin Biao ma vije Mao Zedong dilennet da Bennsezer nevez Republik Pobl Sina war-lerc'h diskar Liu Shaoqi ; Mao a c'houlennas ma vije torret ar garg krenn-ha-krak : gouzout a ouie e vije bet sellet ouzh an Dispac'h Sevenadurel evel ouzh un taol-gwidre a-benn adtapout ar galloud politikel mar asantje kemer ar garg — dre nac'hañ ar galloud-se en em ginnigas evel un den trabaset gant ar gealoniezh hag ar Strollad hepken, ha n'eo ket gant e c'hoantoù dezhañ.
Pelloc'h c'hoazh e oa aet soñj Mao Zedong avat : pa oa bet Lin Biao anvet da Vespennsezer SKS ha da erlerc'hier Mao e-unan e rankje bezañ Bespennsezer ar Republik, hogen dre derriñ ar garg a Bennsezer e torre ivez ar garg a Vespennsezer hag ar Pennmaodiern Zhou Enlai hepken a chomje e penn ar Stad, ar pezh a grenne galloud Lin Biao e Sina.
Pa oa mui-ouzh-mui a zisfiz ennañ e-keñver lealded Lin Biao en devoa Mao Zedong kavet gwelloc'h na reiñ an disterañ tamm galloud ouzhpenn dezhañ ha lezel ar galloud gant e heulier gwirion Zhou Enlai.
Adal neuze, daoust ma tiskouezent bezañ meulet evel trec'herien an Dispac'h Sevenadurel, e trenkas an darempredoù etre an daou zen. Abaoe miz Meurzh 1970, pa oa bet torret ar garg a Bennsezer ar Republik, e klaskas Lin Biao he staliañ en-dro evitañ e-unan gant harp un nebeud heulierien. Gant Zhou Enlai e voe diskuliet ar raktres tri bloaz diwezhatoc'h, ha brezel a voe etre Lin Biao ha Mao Zedong. Hennezh a reas evel m'en devoa graet gant Liu Shaoqi : e-lec'h tagañ Lin Biao war-eeun e tagas e heulierien. Unan eus ar re bennañ anezho e oa Chen Boda, a voe tamallet dezhañ bezañ "gourc'hleizour" gant Mao Zedong, a c'houlennas digant al Lu e harpañ en abegadenn-se ; asantiñ a reas ar bennsoudarded, ha buan e verzas Lin Biao e chome digenvez dirak tagadennoù Mao Zedong ha Zhou Enlai.
Met kent em gavout en e unan da vat e klaskas Lin Biao enebargadiñ gant skoazell e vab Lin Linguo etre goañv 1970 ha nevezamzer 1971, ar pal dezhañ lazhañ Mao Zedong. Re ziwezhat e voe avat : trubardet e voe Lin Biao, war a hañval, gant unan eus e heulierien.
Den ne oar diarvar penaos e varvas Lin Biao goude ma voe dizoloet e raktres. Ez-ofisiel e oa Lin Biao, e vab ha c'hwec'h heulier o tec'hel kuit war-du URSS pa varvjont-holl e gwallzarvoud o nijerez e gouelec'hMongolia.
Tolpad ar Pevar
A-c'houde marv Lin Biao e voe kargoù dieub er Strollad, hag ur C'hendalc'h nevez a voe bodet e miz Eost 1973. Da neuze e voe embannet trubarderezh Lin Biao ha lakaet Jiang Qing, Yao Wenyuan ha Zhang Chunqiao da bignat en urzhaz peogwir o devoa c'hoariet ur perzh pouezus en Dispac'h Sevenadurel pa oant e Shanghai. Ganto e pignas un den yaouank hogozik dianav anvet Wang Hongwen a oa bet anvet da Vespennsezer ar Strollad dindan urzhioù Mao Zedong ha Zhou Enlai. Dindan an anv a Dolpad ar Pevar e voe ar pevar rener-se anavezet diwezhatoc'h.
Petra bennak m'o devoe dastumet galloud e-kerzh an Dispac'h Sevenadurel ne c'hallas ket Tolpad ar Pevar kemer ar galloud goude marv Mao Zedong d'an 9 a viz Gwengolo 1976, rak ar Pennsezer Meur en devoe anvet Hua Guofeng da erlerc'hier nebeudik kent mervel.
Emskiant e voe Hua Guofeng eus an emgann en devije da ren enep Jiang Qing hag he heulierien, setu e tivizas diouzhtu bac'hañ Tolpad ar Pevar. Barnet ha kondaonet e voent goude bezañ bet lakaet da vouc'hed holl bec'hedoù an Dispac'h Sevenadurel, ar pezh a voe an diwezh d'un degad a drubuilhoù a lezas goulioù don er gevredigezh sinaat.
Ne oa ket echu gant ar stourmoù evit ar galloud koulskoude : goude ma voe distroet Sina d'ur stad peoc'hus e teuas Deng Xiaoping a-benn da zivarc'hañ Hua Guofeng ha da vezañ ar Pennsezer Meur nevez adalek miz Kerzu 1978.
E 1981 e voe advarnet darvoudoù an Dispac'h Sevenadurel, a voe disklêriet evel "an degad drastus", ha dizuet eñvor Liu Shaoqi 18 vloaz goude e varv.
Heuliadoù
P'en devoa al Lamm Bras War-Raok lakaet al labourerien-douar da c'houzañv e voe an Dispac'h Sevenadurel troet war-du ar gefredourien ha renerien ar Stad. Dre ma voe kalz kelennerien er skolioù-meur ha kement all a glaskerien tamallet da vezañ kilstourmerien e voe echu gant diorroadur teknikel ha kelennadurezhel Sina. E 1966 e voe torret an arnodennoù rekis evit mont d'ar skolioù-meur, hag adskrivet e voe rolloù ar c'helenn evit lakaat kealoniezh SKS pell a-us an danvezioù speredel ha skiantel a veze sellet outo evel "bourc'hizel". Ur remziad a-bezh a rankas tremen hep kelennadurezh uheloc'h eget adlavaret luganoù dispac'hel.
Fall e voe ivez an Dispac'h Sevenadurel evit sevenadur hengounel Sina. Jiang Qing hag he heulierien a zisklêrias brezel ouzh 四舊 sì jiù, "Ar pevar hendra" : ar boazioù kozh, an dilhad kozh, ar sevenadur kozh hag ar brederouriezh kozh. Ar Warded Ruz neuze a dagas oberennoù arzel, levrioù, azeuldioù ha savadurioù kozh en ur lakaat kefredourien hag atebeien d'en em abegiñ a-wel d'an holl peogwir e oant kilstourmerien.
Peogwir ne oa sevenadur ebet e-maez azeul Mao Zedong e paouezas ar ouizieien da skrivañ hag an arzourien da grouiñ e-pad an Dispac'h Sevenadurel, ha kalz anezho a varvas dre feulster ar Warded Ruz. Lod all a gavas gwelloc'h emlazhañ, evel ar skrivagner meur Lao She (1899-1966). Jedet ez eus bet e voe miliadoù a dud lazhet gant ar Warded Ruz, ha tremen tri milion a izili eus SKS a c'houzañvas ganto.
En tu all d'an arz ha d'ar sevenadur e voe tizhet relijion hengounel Sina koulz hag ar skritur sinaek.
Klozet e voe an darn vrasañ eus an azeuldioù boudaat ha daoat ha kaset e voe ar venec'h da vezañ adstummet. Taget e voe ar gonfusianegezh : strolladoù Gwarded Ruz a dagas kêr c'henidik Konfusius, Qufu, hag a zistrujas an darn vrasañ eus he glad arzel.
Eeunaet e voe ar skritur sinaek dre lezennoù bet embannet e 1956 ha 1964, ha kendalc'het e voe e-pad an Dispac'h Sevenadurel peogwir e oa ar skritur kozh un aspadenn eus an amzer dremenet.
Un tamm mat eus an diforc'hioù sevenadurel a zo etre Sina ar c'hevandir ha Taiwan, Hong Kong pe Vakao zo heuliadoù eus an Dispac'h Sevenadurel, an efedoù anezhañ o padout betek hiziv an deiz.
Notennoù
↑Tavantel (a.g.) : a denn d'an dud a rank labourat en eskemm ouzh ur gopr evit kaout peadra da vevañ.
↑Mao eo anv ar familh, a vez lakaet da gentañ hervez ar c'hiz sinaat.
↑Kefredourien: tud a labour gant o spered hepken (en enep d'an dud a labour gant o daouarn) a-benn embann o mennozhioù pe difenn kaozioù ha talvoudoù.
CAVENDISH Patrick & GRAY Jack, Chinese Communism in Crisis : Maoism an the Cultural Revolution, Pareger, New York, SUA, 1968 (en)
FAIRBANK John King, La grande révolution chinoise, Flammarion, Paris, 2011 ISBN 978-2-08-124550-1(fr)
HSÜ Immanuel C. Y., The Rise of Modern China, Oxford University Press, Oxford, SUA, 1999 ISBN 978-0-19-512504-7(en)
MacFARQUHAR Roderick & SCHOENHALS Michael, La dernière révolution de Mao — Histoire de la Révolution culturelle, 1966-1976, Gallimard, Paris, 2009, ISBN 978-2-07-078579-7(fr)
SONG Yongyi (dastumer), Les massacres de la Révolution culturelle, Gallimard, Paris, 2009, ISBN 978-2-07-035849-6(fr)
SPENCE Jonathan D., The Search for Modern China, W. W. Norton and Company, New York, 1991 ISBN 978-0-393-30780-1(en)