Styphnolobium japonicum, Platycladus, Rosa chinensis, Chrysanthemum morifolium
Douaroniezh an danvez
geography of Beijing
Istor
history of Beijing
Ekonomiezh an danvez
economy of Beijing
Poblañsouriezh an danvez
demographics of Beijing
Kod pellgomz an takad
10
Category for honorary citizens of entity
Q24924512
Category for the view of the item
Category:Views of Beijing
Rummad evit ar c'hartennoù
Category:Maps of Beijing
Kêr-bennRepublik pobl Sina eo Beijing (sinaeg 北京, Pinyin Běijīng), e biz ar vro, hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur proviñs er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin emañ, e-kreiz proviñs Hebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.
Kêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù en Azia. Nanjing, anv kêr-benn gozh ar Vinged, a dalvez Kêr-benn ar Su, tra ma talvez TokyoKêr-benn ar Reter.
"Pékin" e vez anvet ar gêr-se e galleg, un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVIIvet kantved. E brezhoneg e c'haller kavout ivez skrivadurioù evel Pekin[1] hag ivez Peking[2].
Kalz eilstummoù he deus bet anv ar gêr-se e Sina. Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing. Un tiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet gant Republik Sina e oa diazezet e c'houarnamant en un doare reizh.
Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gant Republik Sina. Betek ar bloavezhioù 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he envel.
Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ.
Istor
Ar roudoù kentañ eus bezañ Mab-den e kumun Beijing a oa dizoloet e groc'hioù Tuchenn an askorn aerouant e-tal kêriadenn Zhoukoudian e Distrig Fangshan, ma veve Den Beijing. Karrekaennoù eus Homo erectus er groc'hioù a oa bloaziet eus 230 000 da 250 000 vloaz zo. An Homo sapiens a vevas eno ivez en Henoadvezh ar maen, war-dro 27 000 vloaz zo[3]. Dizoloet ez eus bet keodedoù en-dro da Veijing. Annezet e oant adalek ar c'hentañ kantved a-raok J.-K., ha Ji (薊/蓟), kêr-benn Stad Yan, unan eus rouantelezhioù Prantad ar rouantelezhioù oc'h Emgannañ (473–221 kent J.-K.), a oa diazezet eno[4].
Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVIvet kantved ha ne oa nemet kêrioù bihan er rannvro e-pad an tierniezhoù Sui ha Tang.
E 936 e roas tierniezh ar Jin Diwezhatañ un darn eus douaroù e harzioù en hanternoz, Beijing en o mesk, da dierniezh kithan al Liao. Un eil kêr-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homañ e lec'h m'emañ bremañ Beijing. E 1125 e aloubas tierniezh Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da gêr-benn. Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) a anvjont anezhi.
Distrujañ a reas ar Vongoled kêr Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz. Kubilai Khan he choazas da gêr-benn. Khanbalik hec'h anvas e mongoleg (da lâret eo "annez meur ar C'han") ha Da Du e sinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant e oa bet choazet Khanbalik da gêrbenn gant Kubilai Khan peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia, edo war vevennoù ar bed sinat.
Goude diskar an dierniezh Yuan e voe adsavet kêr gant an dierniezh Ming a anvas anezhi Shun Tian. E 1403 e kasas an impalaer Yongle e gêr-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuldi an Neñv e 1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825, hervez studiadenn Tertius Chandler[5].
An Dispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezh Quing e 1911 met kêrbenn Republik Sina nevez-savet a chomas e Beijing pa grogas ar jeneral Qing Yuan Shikai da gontrolliñ ar gouarnamant daoust da enebiezh dispacc'herien kreisteiz ar vro. Embann a reas Yuan Shikai e 1915 e oa deuet da vezañ impalaer, met ne oa ket degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhañ a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel. Ar re greñvañ anezho a stourmas da gontrolliñ Beijing e-pad ar brezelioù Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian.
Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing. Adanvet e oa bet ar gêr Beiping, ar pezh a c'hell bezañ troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.
D'an 31 a viz Genver1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourm. D'ar 1añ a viz Here ez eo eno e embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêr-benn ar Stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.
Kregiñ a reas Beijing da ziorren goude adreizhadurioù armezhel Deng Xiao Ping (adalek 1978) hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul.
Kriz e vez hin Beijing, gant hañvezhioù gor ha gleb abalamour da voñsonAzia ar Reter ha goañvezhioùavelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia. Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere. Bez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho a gouezh e-pad an hañv.
Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoarioù olimpek eno.
Meur a anv-lec'h e Beijing a echu gant an elfenn -men (门), ar pezh a dalvez kement ha dor. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenn cun (村) a dalvez kement ha kêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz anezhe amañ a oa lec'hiet d'en tu all da voger-difenn ar gêr.
Kêrioù
Un nebeud kêrioù a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-kêr end-eeun :
Beijing zo unan eus ar c'hêrioù diorroetañ e Sina gant an industriezh eus an trede gennad a gont evit 73,2 % eus ar PDK. Ar c'hentañ kêr postindustriel eo e Sina, war an douar-bras[6]. An arc'hanterezh eo an obererezh pennañ eus Beijing[7]. E diwezh 2007, 751 embregerezh arc'hanterezh a oa e Beijing ha gounit a raent 128,6 miliard RMB gounidegezh, ar pezh a zo kevatal da 11,6 % eus gounidegezh hollek greanterezh arc'hantel an holl vro ha 13,8 % eus PDK Beijing, da lâret eo an dregantad uhelañ eus holl gêrioù Sina[8]. 26 embregerezh eus ar Fortune Global 500 zo e Beijing, da lâret eo an trede disoc'h er bed a-dreñv Tōkyō ha Pariz[9].
E 2009, PDK Beijing a oa eus 1,19 bilion RMB (174 miliard a zolarioù), gant ur c'hresk bloaziek eus 10,1 %. E PDK dre annezad a dizhe 68 788 RMB (10 070 $), da lâret eo ur c'hresk eus 6,2 % e-keñver ar bloavezh kent. Ar gennad kentañ, hag an eil hag an trede gennad a boueze 11,83 miliard, 274,31 miliard ha 900,45 miliard RMB. Gounidegezh an 20 % a annezidi a oa o gounidegezh an izelañ a oa kresket a 16,7 %, eleze 11,4 % ouzhpenn evit re an 20 % pinvidikañ. muier Engel evit annezidi takadoù kêrel Beijing a dizhe 31,8 % e 2005 hag hini an takadoù diwar ar maez 32,8 %, o tigreskiñ a 4,5 hag a 3,9 poent dregantad e-keñver 2004[10].
E 2005 e oa PBK Beijing 681, 45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. Ar PBK dre zen a oa a 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o doa niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e-kerzh ur bloaz) ha priz an tier.
E Guomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezioù embregerezhioù, kreizennoù kenwerzh ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek.
War du ar c'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ hag er-maez ar gêr e c'hounezer maiz ha gwinizh.
Da vezañ buan-tre e kendalc'h kresk Beijing, ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus. Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espern energiezh" divizet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker-tre. Arnodiñ a reas ar gouarnamant dirouestlañ ar gudenn o reiñ an urzh d'ar greanterezhioù da bostañ arc'hant da wellaat glander an aer, da adklec'hiañ an dilerc'hioù, ha kement zo. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet int kuit da gêrioù arall evel X'ian
Saotradur an aer
Ne oa ket ha n'eo ket padus an diorren herrek er gêr-benn. Ha krouet e vez kalz a ziasamantoù evit an dud hag o yec'hed.
Dilic'hiet e-kichen Hebei e voe Stroll Shougang, bet implijer ha saotrer pennañ eno, kement e saotre aer kêr Veijing. Hag embregerezhioù all zo bet goulennet gant ar pennoù bras da saotriñ nebeutoc'h pe da vont kuit.
Tisaverezh
Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaerel a zo he skouerioù gwellañ :Tienanmen, ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez.
Poblañs Beijing, eleze an holl zo o chom e Beijing abaoe muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15,38 milion. 11,870 anezho o doa an hukou, ar gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurrest o deus un aotreadur amzeriat hepken. Bez ez eus un niver dianav a zivroidi eneplezenn deuet diwar ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho.
95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han. Kavout a reer ivez Mongoled, Mandchoued, Hui ha Tibetiz. Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.
Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez kêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñs Hebei.
Brudet e vez C'hoarigan Beijing evel begenn ar sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganoù, a gendivizoù komzet hag a oberennoù. Gant ur yezh kozh he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da vezañ diaes da gomprenn.
Ar Siheyuan (四合院) eo an anv a roer da dier hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù a c'hronn ur porzh diabarzh. Hemañ a vez ennañ ur wezenn (ur c'hreunadenn alies) pe un oglenn gant pesked. Un Hutong (胡同) zo anezhañ un heuliad Siheyuanoù gant banelloù ha ribinoù. Boutin tre e oant e kreiskêr Beijing gwechall met distrujet e vezont e framm ar politikerezh arnevezadur renet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeud hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel.
Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houad rostet eo e veuz brudetañ. Niverus eo an tiez-te e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hel. Meur a zoare te a zo, Lod anezhe ker-tre.
Treuzdougen
Deuet eo Beijing da vezañ ur greizenn bennañ a dreuzdougen adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping. Pemp hent-tro ha nav gourhent a gelc'h ar gêr. Un aerborzh etrevroadel he deus ivez.
Hentoù-houarn
Daou di-gar pennañ a zo e Beijing : Gar Beijing (sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin: Běijīng Zhànha) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg : 北京西客站) a zo deut da vezañ ar gar brasañ e Sina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar Reter, Beijing an Hanternoz ha Fengtai.
Emeur o sevel ul linennn-tren-tizh-bras. Echuet e vo e 2007 ha liammañ a raio Bejing ouzh Tianjin
Hentoù
Liammet eo Beijing gant holl rannoù Sina dre an hent. Nav gourhent (ha c'whec'h arall emeur o sevel) ha unnek hent broadel a liamm Beijing d'ar proviñsoù. E-Barzh Beijing eo bet savet pemp hent-tro.
Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Bemdez e vez ar stoc'hadoù, dreist-holl e kreiskêr e-kichen rabin Chang'an. Abalamour da zirouestlañ an diaesterioù-se ez eus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liammañ gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e vo aesoc'h tremen eus un hent-tro d'an egile evel-se.
Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en abeg d'he ment hepken. An moaiennoù treuzdougerezh boutin a zo skort ha leun e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e wellao an traoù er bloavezhioù da zont hag e tlefe ar stoc'hadoù mont da get a-raok ar c'hoarioù olimpek.
Aerborzhioù
Ar Aerborzh etrebroadel kêr-benn Beijing (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng, pe e saozneg Beijing Capital International Airport) eo aerborzh pennañ ar gêr. E-kichen Shunyi emañ, 20 km eus kreiskêr. Ennañ e erru an darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Liammet eo da greiskêr gant Hent-tizh an Aerborzh (机场高速公路, Hanyu Pinyin: Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont a ra war-dro 40 munut da vont eus kreiskêr d'an aerborzh.
An aerborzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont implijet dreist holl.
Treuzdougenoù boutin
Peder linenn a zo e metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin: běi jīng dì tiě), div anezho a dremen dindanzouar, an div arall a zo a us d'an douar. Rakwelet a reer sevel muioc'h anezhe evit ar C'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.
Busoù gant an aeriañ a gousk 2 Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ ne goustont nemet 1 renminbi. An tikedoù metro a goust 3 Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, hag 8T, 5 RMB evit tikedoù a bae ur veaj el linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù ar beajoù el linenn 8T.
Boutin-kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an dek kilometr kentañ ha daou evit pep kilometr ouzhpenn. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 6 eur noz. Ar c'hreskoù-se a zo a-vernioù.
Touristelezh
En-desped da freuzoù ar brezelioù hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo pinvidik Beijing e monumantoù. Daoust ma anavez tud ar c'hornôg anezhi abalamour d'he fouez politikel dreist-holl ez eo Tiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hioù arall a zo : Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hañvek hag Azeuldi an Neñv
Betek ar bloavezhioù 1970 ne oa ostaleri wirion ebet e Beijing en abeg da stad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a yae er zhaodaisuo, un doare ostaleri-Stad. Un nebeud anezho a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz.
Er bloavezhioù 1970 e krogas Sina d'arnodiñ sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouas da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù zo uhel-tre o live, zo bremañ e kêrbenn Sina. An hini vrudetañ eo Ostaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar Stad. E-touez ar re arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.
Oberiant ha liesseurt eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe krouet abaoe adreizhadurioù Deng Xiao Ping. War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien emañ an darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harter Wudaokou e gwalarn kêr. Ar c'harterioù ma vez digor an tavarnioù diwezhat eo Sanlitun, Houhai ha Yuandadu.
Deskadurezh
Skolioù-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho a live etrebroadel. Ar re vrudetañ a zo :
A-drugarez d'e renk a gêrbenn sevenadurel ha melestradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h a skolioù-meur eget tout ar c'hêrioù arall er vro. Melestret ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estren.
Roll skolioù-veur Beijing
Skol-veur Beijing (北京大学) (diazezet e 1898), ar skol-veur wellañ eus Sina hag an hini XVved er bed a-bezh
Skinwel Beijing a skingas war an holl chadennoù etre 1 ha 10. Er c'hontrol d'ar Skinwel-Kreiz Sina, n'en deus ket a chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.
Kazetennoù
Ar gazetenn vrudetañ eus Beijing eo Nevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezentioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :
Nevezioù Beijing (Xin Jing Bao)
Steredenn bemdeziek Beijing
Nevezentioù Mintin Beijing
Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank (Beijing Qingnian Bao)
Secondary school in Yuen Long, Hong Kong Yuen Long Catholic Secondary School元朗天主教中學Location201 Castle Peak Road, Shui Pin Wai Tsuen, Yuen Long, New Territories, Hong KongInformationTypeSubsidized grammar school (co-educational)Established1995Principal古莉生FaithCatholicismFormsForm One to Form SixWebsite[1] Yuen Long Catholic Secondary SchoolTraditional Chinese元朗天主教中學Simplified Chinese元朗天主教中学TranscriptionsStandard MandarinHanyu PinyinYuán Lǎ...
This is the list of present leaders of Malaysian states and federal territories. State and Federal Territory Position Name Since Johor Sultan Ibrahim Ismail 23 January 2010 Menteri Besar Onn Hafiz Ghazi 15 March 2022 Kedah Sultan Sallehuddin 12 September 2017 Menteri Besar Muhammad Sanusi Md Nor 17 May 2020 Kelantan Sultan Muhammad V 13 September 2010 Menteri Besar Mohd Nassuruddin Daud 15 August 2023 Kuala Lumpur Director-General Rosida Jaafar 3 December 2022 Mayor Kamarulzaman Mat Salleh 17...
Dieser Artikel behandelt den bayerischen Wittelsbacher-Herzog Otto I., für den bayerischen König Otto I. siehe Otto (Bayern), für den Herzog des jüngeren Stammesherzogtums Otto I. siehe Otto I. (Schwaben). undatiertes Gemälde von Otto I. in Die Chronik Bayerns (1987)[1] Reiterstandbild, Wittelsbacherbrücke in München, 1905 erstellt vom Bildhauer Georg Wrba Otto I. der Rotkopf (* um 1117 wohl in Kelheim; † 11. Juli 1183 in Pfullendorf) aus dem Geschlecht der Wittelsbacher war ...
Stadion River PlateEl MonumentalInformasi stadionNama lengkapStadion Monumental Antonio Vespucio LibertiNama lamaEstadio Monumental (1938–1986)PemilikRiver PlateLokasiLokasiBuenos AiresKonstruksiDibuat1936–1938Dibuka25 Mei 1938Direnovasi1978ArsitekJosé AslanHéctor EzcurraData teknisPermukaanRumputKapasitas57,921[1][2][3]Ukuran lapangan105 x 68 mPemakaiArgentinaRiver Plate Stadion Monumental Antonio Vespucio Liberti merupakan sebuah stadion sepak bola di Buenos Ai...
Live performance of sexual activity This article has multiple issues. Please help improve it or discuss these issues on the talk page. (Learn how and when to remove these template messages) This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find sources: Sex show – news · newspapers · books · scholar · JSTOR (October 2008) (...
American shot putter and discus thrower Eric KrenzKrenz in 1929Personal informationBornMay 7, 1906Stockton, California, U.S.DiedAugust 18, 1931 (aged 25)Emerald Bay, Lake Tahoe, U.S.Height185 cm (6 ft 1 in)Weight95 kg (209 lb)SportSportAthleticsEvent(s)Shot put, discus throwClubStanford CardinalCoached byDink TempletonAchievements and titlesPersonal best(s)SP – 15.73 m (1930)DT – 51.03 m (1930)[1][2] Eric Christian William Krenz (May 7, 1906 – Au...
American animated TV series This article relies excessively on references to primary sources. Please improve this article by adding secondary or tertiary sources. Find sources: Wallykazam! – news · newspapers · books · scholar · JSTOR (May 2023) (Learn how and when to remove this template message) Wallykazam!GenreFantasyMusicalEducationalComedyCreated byAdam PeltzmanVoices ofThomas LangstonDan BittnerAria CapriaTaliyah WhitakerJorge VegaJenna IaconoJ.R...
Para rahib Sistersien saat sedang bekerja Sistersien (O.Cist.) adalah tarekat atau ordo kerahiban yang dirintis Robert dari Molesme.[1] Tarekat ini terbentuk di Citeaux, Prancis pada tahun 1098.[2] Perkembangan dari tarekat ini akibat rasa tidak puas terhadap Peraturan Benediktus di biara Benediktin yang dinilai terlalu longgar pelaksanaannya.[1] Oleh karena itu, tarekat Sistersien berkomitmen untuk lebih memperketat peraturannya dibanding biara Benediktin.[2] ...
الجمهورية الكرواتية في البوسنة والهرسك Hrvatska Republika Herceg-Bosna كيان غير معترف به من البوسنة والهرسك 1991 – 1996 الجمهورية الكرواتية في البوسنة والهرسكعلم الجمهورية الكرواتية في البوسنة والهرسكشعار موقع الجمهورية الكرواتية في البوسنة والهرسك (بالأحمر) داخل البوسنة والهرسك (ب...
South Coast Australian Football LeagueSportAustralian rules footballFounded1969No. of teams11CountryAustraliaMost recentchampion(s)Figtree KangaroosOfficial website[1] The AFL South Coast is an Australian rules football competition in the Shoalhaven and Illawarra regions of New South Wales. The AFLSC has three divisions of senior men's football and one division of senior women's football. In 2012 The South Coast AFL became AFL South Coast incorporating the three leagues of South Coast AFL Sen...
Barboursville VineyardsLocationBarboursville, Virginia, USAAppellationMonticello AVAFounded1976Key peopleGianni Zonin, founderLuca Paschina, winemakerParent companyZoninCases/yr35,000Known forOctagonVarietalsCabernet Franc, Cabernet Sauvignon, Merlot, Nebbiolo, Sangiovese, Barbera, Petit Verdot, Pinot noir, ChardonnayTastingOpen to the Public, small fee requiredWebsitewww.BBVwine.com Barboursville Vineyards is a winery located in the Piedmont region of the Commonwealth of Virginia in the unin...
Spanish football fitness coach (born 1960) In this Spanish name, the first or paternal surname is Ruiz and the second or maternal family name is González–Riancho. Raúl Riancho Personal informationFull name Raúl Ruiz González-RianchoDate of birth (1960-02-13) 13 February 1960 (age 63)Place of birth Ontaneda, Cantabria, SpainManagerial careerYears Team Gimnástica de Torrelavega (assistant) Racing de Santander (fitness coach)2006–2008 Levante (assistant)2009–2014 Rubin Ka...
Ukrainian pedagogue and politician (1852–1919) This article is about Ukrainian statesman and public figure of the 19th century. For other people who have similar name, see Volodymyr Naumenko. In this name that follows Eastern Slavic naming conventions, the patronymic is Pavlovych and the family name is Naumenko. Volodymyr NaumenkoВолодимир НауменкоNaumenko, c. 1900President of the Central Council of Ukraine(acting)In office17 March 1917 – 28 March 1917P...
Medieval spells written in Old High German Merseburg Incantations manuscript (Merseburger Domstiftsbibliothek, Codex 136, f. 85r, 10th Cy.) The Merseburg charms or Merseburg incantations (German: die Merseburger Zaubersprüche) are two medieval magic spells, charms or incantations, written in Old High German. They are the only known examples of Germanic pagan belief preserved in the language. They were discovered in 1841 by Georg Waitz,[1] who found them in a theological manuscript fr...
2012 single by Ruff SqwadMario BalotelliSingle by Ruff Sqwadfrom the album 2012 Released24 January 2012GenreGrime, Hip hopLength4:25LabelTakeover EntertainmentSongwriter(s)Kwasi Danquah III, Slix Fleeingham, David Nkrumah, Prince RapidProducer(s)Prince RapidRuff Sqwad singles chronology Las Vegas (2011) Mario Balotelli (2012) Music videoMario Balotelli on YouTube Mario Balotelli is a song by grime crew Ruff Sqwad. The song is taken from their EP 2012. It was released on 24 January 2012 as a d...
Double-headed Indian drum This article is about the South Asian musical instrument. For the Persian drum, see Dohol. For the Armenian and Georgian drums, see Nagara (drum) and Caucasian dhol. For other uses, see Dhol (disambiguation). Dholi redirects here. For the ethnic group also known as Dholi, see Damai. This article needs additional citations for verification. Please help improve this article by adding citations to reliable sources. Unsourced material may be challenged and removed.Find s...
Park in Southwark, London This article is about the park in London. For the park in Athlone, see Burgess Park (Athlone). The park in 2013 Burgess Park is a public park situated in Camberwell the London Borough of Southwark, and is close to Walworth to the north, Bermondsey to the east and Peckham to the south. At 56 hectares (140 acres), it is one of the largest parks in South London.[1] Unlike most other parks in London, Burgess Park was carved out of a highly built-up area of the ci...