Un tiern a vrezel a zo un den a ren de facto un darn eus ur vro abalamour d'ul arme feal dezhañ e-unan ha pas d'ar gouarnamant. Disheñvel eo diouzh un aotrou gladdalc'hel a c'hell kaout ur veli vras hag un arme dezhañ met a denn e reizhder eus ar gouarnamant kreiz.
Un droidigezh eus ar ger alamanek Kriegsherr eo. Ijinet e oa bet de livañ ar rouestl a rene e Sina goude marv Yuan Shikai. En implijout a reer, avat, ivez, da livañ anadennoù damheñvel e lec'hioù ha mareadoù arall evel e Somalia, Bro-Japan e-pad ar maread Sengoku pe e Sina e-pad maread an Teir Rouantelezh.
E-pad an darn vrasañ ar XVIvet kantved (ar maread Sengoku e oa renet Japan gant tierned a vrezel. Ur c'hastell hag ul lu dezhañ e-unan a oa gant pep hini.
Meur a wech e oa renet darnoù 'zo eus Sina gant tierned a vrezel. Ar wech diwezhañ a oa goude an Dispac'h Xinhai e 1911, pa embannas kalz proviñsoù e oant dieub. Padout a reas Maread an Dierned a Vrezel betek Argasadeg an Hanternoz, zoken ma chomas pouezus an dierned a vrezel betek 1949, pa gemeras ar gomunourien ar galloud.
Tierned a vrezel vrudet eus maread an Teir Rouantelezh