Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Sun Yat-sen (Sūn Yixiān e pinyin ; ganet d'an 12 a viz Du1866; marvet d'an 12 a viz Meurzh1925) a oa un dispac'hour ha politikour sinat. Dre ma oa e-touez ar re vrudetañ e Sina vroadelour ez eo anavezet evel Tad Bro Republik Sina. Roll Sun a voe a-bouez evit diskar an dierniezh Qing, an dierniezh diwezhañ e Sina, adalek miz Here 1911. Kentañ prezidant da-c'hortoz Republik Sina e voe, pa voe savet e 1912. Kensevel a reas diwezhatoc'h ar c'hKuomintang (KMT) ma voe e rener kentañ. Un den unvaner e oa Sun e Sina war-lerc'h an Impalaeriezh, ha n'eus nemetañ e-touez politikourien Sina an 20vet kantved a zo ken priziet e daou du strizh-mor Taiwan.
Daoust ma vez sellet outañ evel unan eus renerien veur Sina a-vremañ e voe ret dezhañ stourm diehan ha divroañ e-pad e vuhez politikel. Da heul trec'h an dispac'h ez eas buan e-maez ar galloud ha ren a reas meur a ouarnamant dispac'hour a-enep ar vac'htierned a reolie ul lodenn vras eus ar vro. Ne vevas ket Sun pell a-walc'h evit gwelout e strollad o kreñvaat er vro. Goude ma voe marvet e tisrannas e strollad, en doa graet ur c'henemglev bresk gant ar gomunourien, e daou. Hêrezh vrasañ Sun a zo e brederouriezh politikel, anvet "Teir bennaenn ar Bobl": broadelouriezh, demokratelezh, ha padusted ar bobl.
Anvioù
Sun a oa ganet evel Sun Wen (kantoneg: Syūn Màhn; 孫文), e anv gwirion hervez hêrez en dije ranket bezañ Sun Deming (Syūn Dāk-mìhng; 孫德明). Pa oa bugel e oa lesanvet Tai Tseung (Dai-jeuhng; 帝象). E anv sevended a oa Zaizhi (Jai-jī; 載之), hag e anv badez a oa Rixin (Yaht-sān; 日新). Pa oa skoliataet en Hong Kong e oa bet roet an anv arzel Yat-sen (Chinese: 逸仙; pinyin: Yìxiān) dezhañ. Sūn Zhōngshān (孫中山), e anv sinat brudetañ, a zo deuet a-ziwar e anv japanek akayama Shō (中山樵), ul lesanv roet dezhañ gant Tōten Miyazaki pa oa kuzhet e Bro Japan.
Buhez
Bugaleaj
Sun Yat-sen a oa bet ganet d'an 12 a viz Du1866 . An tad a oa Sun Dacheng hag ar vamm Madame Yang. Ganet e oa e kêriadenn Cuiheng, Xiangshan County (kêr Zhongshan hiziv-an-deiz), Guangdong. Dre ar familh e oa awenet gant ar sevenadurezh Hakka (gant orinoù e Zijin, Heyuan, Guangdong) ha kantoneg. An tad a oa perc'henn war nebeutdik douaroù ha labourat a rae evel kemenner e Macau, met ivez evel devezhier ha dezouger. Ur wech echuet gant ar skol-vamm, e ya da vevañ en Honolulu e Rouantelezh Hawaii. Eno e vevo mat met gant ur yec'hed klañvidik gant e vreur brasoc'h Sun Mei.