Brezel diabarzh Portugal, anavezet e Portugal evel Guerra Civil Portuguesa, Guerras Liberais, Guerra Miguelista ha Guerra dos Dois Irmãos, zo ur brezel diabarzh a c'hoarvezas e Portugal entre frankizourien ha bonreizhourien en un tu hag hollroueelourien en tu all, diwar-benn piv a zlee ren er vro, Maria II Portugal pe hec'h eontr Miguel Iañ. C'hwec'h vloaz e padas, adalek 1828 betek Emglev Evoramonte d'ar 26 a viz Mae1834.
Orin ar brezel
Etre 1807 ha 1810, dre deir gwech, e klaskas armeoù gall Napoleone Buonaparte aloubiñ Portugal. Tro-wenn a rejont bep tro, hogen daoust da se e voe tizhet ar vro gant ar mennozhioù nevez hag ar frankizouriezh. Pa oa ar roue en harlu e voe un Dispac'h frankizel. Pa zistroas ar roue João VI eus Brazil ec'h embannas Bonreizh 1822, kentañ Bonreizh Portugal, a oa frankizel-kenañ. Neuze en em vodas an eneberien en-dro d'ar rouanez ha d'he mab Miguel Iañ.
E miz Meurzh 1826 e varvas João VI. Neuze e savas bec'h da c'houzout piv a renje. Pedro Iañ Brazil, mab henañ ar roue, a oa en e wir ha kurunennet e voe evel Pedro IV Portugal. E vreur Miguel a zisklêrias en devoa kollet Pedro e wir p'en devoa trubardet e vro oc'h embann dizalc'hted Brazil, trevadenn Portugal. Hogen na pobl Portugal na hini Brazil ne felle dezho kaout ur roue a renje en div vro. Neuze, e miz Ebrel 1826, e voe graet un adwel da Vonreizh 1822, hag e tilezas Pedro ar gurunenn d'he reiñ d'e verc'h María da Glória, a oa seizh vloaz, gant ma timezfe d'hec'h eontr Miguel pa zeufe en oad d'ober. Da c'hortoz ez eo e c'hoar Isabel Maria de Bragança, a vefe rejantez. Ha Pedro en-dro da Vrazil.
Ar brezel
En deroù e oa an tu-kreñv gant harperien ar roue Miguel ha koll e oa kostezenn Pedro. Miguel ne voe ket anavezet gant kalz a vroioù all avat, nemet gant SUA hag ar Vatikan. Rouaned all Europa a chome mut. Portugal a oa o vont war baouraat abalamour d'an dispignoù bras graet gant Miguel. Pedro Iañavat, dre ma n'halle ket ober war-dro aferioù Brazil ha Portugal war un dro, a laoskas kurunenn Brazil gant e vab Pedro II d'ar 7 a viz Ebrel1831, hag ac'h eas da Bortugal da zifenn e wirioù roue Portugal evit e verc'h ha da stourm ouzh e vreur. E 1831 e tilestras Pedro gant e soudarded en Açores, e kemeras meur a enezenn, hag e reas e lec'h-kreñv en enezeg.
Gant e arme e kemeras Angra, ul lec'h a bouez en Açores d'al listri-brezel, hag ac'hano e challas diwezhatoc'h kas soudarded da zilestrañ war an douar-bras, en hanternoz da Borto, e Praia dos Ladrões, adanvet Praia da Memória goude : Dilestradeg ar Mindelo a lavarer eus an darvoud-se, hag ur monumant bras zo bet savet eno d'an dud lazhet er brezel diabarzh, e stumm un obeliskenn savet dirak ar mor.
Goude, arme Pedro a emziwallas a-drek mogerioù ar Cidade Invicta, hag o enebourien a grogas gant ur seziz hir ha kalet anvet Cerco do Porto, "Seziz Porto". A-benn ar fin, listri ar frankizourien a zeuas a-benn da dremen daoust ma oa bet stanket aber an Douro gant o enebourien, ha da vont a-hed an aod betek Algarve. Eno e tilestras ur rannarme ha hi afo war-du Lisboa, a oa gwarezet gant un toullad listri breizhveuriat. D'ar 24 a viz Gouhere1833 e voe roet Lisboa, hep stourm nag emgann, d'ar penngomandant frankizour, ar marichal António José Severim de Noronha, 1añ dug Terceira, gant Nuno Caetano Álvares Pereira de Melo, 6vet dug Cadaval, a oa bet kentañ ministr ar roue Miguel.
Pa voe bet disezizet Porto a-drugarez da zaskor Lisboa d'an droadeien e kendalc'has ar brezel dre gerzhadegoù poanius e Coimbra, Leira hag er Ribatejo a-bezh. Miguel a stalias e lez e Santarém, ma oa marvet diwar ar vosenn ar yaouerez Maria da Assunção de Bragança, c'hoar d'an daou briñs enebour.
Emgann Aceiceira, d'ar 16 a viz Mae 1834, a voe diwezhañ emgann bras ar brezel. Triwec'h mil den a oa en arme Miguel, met d'ar 24 a viz Mae e voe embannet ar peoc'h ; dilezel ar gurunenn a eure Miguel evit ur gopr bloaziek, kuitaat ar vro a ranke ober hep distro. Pedro a adsavas ar Vonreizh met mervel a reas d'ar 24 a viz Gwengolo er bloaz-se end-eeun.
María da Glória a voe anvet da rouanez evel María II Portugal.
An emgannoù
Emgann ar Pico do Seleiro, Enez Terceira (4 a viz Here 1828)
Emgann ar Praia da Vitória, Enez Terceira (11 a viz Eost 1829)
Krogad al Ladeira do Gato, Enez São Jorge (Ebrel 1831)
Emgann al Ladeira da Velha, Enez São Miguel (3 a viz Eost 1831)