Vortigern (Guorthigern en henvrezhoneg, Gourziern e brezhoneg a-vremañ, Gwrtheyrn e kembraeg a-vremañ) a oa ur roue brezhon en Enez Vreizh er Vvet kantved.
Peuzsur e oar ez eus bet anezhañ, met mojenn zo muioc'h en-dro dezhañ eget fedoù asur diwar e benn. Kontet e vez e en devoa pedet ar Saozon da ziazezañ en Enez Vreizh, evel goprsoudarded, met pa voent eno en em savjont da grouiñ o rouantelezhioù dezho. Kement-se a sachas gwall vrud dezhañ, ha kontet eo da vezañ bet ur roue eus ar re fallañ er mojennoù.
Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant an tirant lorc'hus-se [omnes consiliarii una cum superbo tyranno] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz" da chom en Enez Vreizh.
Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [infaustus]. Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o goproù, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.
N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù saoznek zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E Codex Abrincencsis, anavezet ivez evel Mommsen's MS. A (e levraoueg kêr AvranchesMS. 162) (XIIvet kantved), meneg eus superbo tyranno Vortigerno; ha Mommsen's MS. X (Cambridge University Library MS. Ff. I.27) (XIIIvet kantved) meneg eus Gurthigerno Brittanorum duce. Pa weler eo meneget an anv gant Bede e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.
Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.
Pa gomz eus pegement a Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri cyulis "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed aze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
An eil tra eo hemañ: adlavarout a ra e oa bet diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant vloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.
Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur Roman pe ur Brezhon.
Gwech ebet ne lavar Gweltaz e oa ur roue eus Vortigern. Un tirant eo (tyrannus), emezañ, met n'eo ket eñ an hini zo pennkaoz d'ar bedadenn graet d'ar Saozon. Er c'hontrol: ur c'huzul zo en-dro dezhañ, hag a c'hallfe bout ur gouarnamant gant dileuridi eus ar c'heodedoù (civitates), pe rannvroioù. Ne lavar ket Gweltaz e oa fall, met gwallchañsus (infaustus), dic'houest da varn, pezh a c'haller kompren, pa ziskouezas ar c'hoprsoudarded-se bout tud disleal.
Nec'h
Kement ger skrivet gant Gweltaz zo bet pouezet ha dibouezet gant an istorourien evit klask gouzout hiroc'h.
Un dra a nec'h anezho eo ar ger implijet evit komz eus goproù ar Saozon (annonas, epimenia), da c'houzout hag-eñ e oant gerioù hervez ar gwir implijet er feurskridoù gant foederati, evel ma veze graet e dibenn amzervezh an Impalaeriezh roman da gavout soudarded e-touez ar Varbared da zifenn harzoù an impalaeriezh. N'ouzer ket hag-eñ e oa tud, anezho o-unan, a rae kemend-all.
Un dra nec'hus all d'an arbennigourion eo ar gerioù "e tu reter an enez": daoust pe aod Kent, pe East Anglia, pe Northumbria? Pe daoust ha strewet e oa ar Saozon un tamm e pep lec'h a-hed an aod reter?
Bede
Kentañ hini a zalc'has kont eus skrid Gweltaz eo Bede, a vez istimet bras gant an istorourien a vremañ dre ma oa desket ha gouest da varn. Met an dra-se ne vern ket kalz pa gomz Bede eus ar Vvet ha VIvet kantved, eñ un den eus an VIIIvet kantved. Tost ger ha ger e kemer frazennoù Gweltaz en e Historia Ecclesiastica Gentis Anglorum ha De Temporum Ratione.
Historia Brittonum
Lakaet eo an Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), war gont un den anvet Nennius, manac'h eus Bangor, e Rouantelezh Gwynedd, e Kembre. Dastumet e oa bet an danvez anezhañ e deroù an IXvet kantved. "Nennius" eo an den kentañ a zuas brud Vortigern, a zo meneget koulskoude e lignez meur a dierniezh roueel kembreat. Tamallet e vez gwadorged da Vortigern (fazi moarvat diwar droukveskañ anvioù Vortigern ha Vortipor, tamallet a torfed -se dezhañ gant Gweltaz), bout torrer e le, treitour, karout ur baganez, ha sioù ha gwalloberoù a bep seurt, evel bout lorc'hus.