Arthuret zo ur barrez eus kêr Carlisle , e gwalarn Bro-Saoz , e Cumbria , tost da harzoù Bro-Skos , ma c'hoarvezas Emgann Arfderydd er VI vet kantved .
Ar barrez
Div gêriadenn zo anezhi: Longtown hag Easton . Div stêr zo ouzh he bevenniñ: ar stêr Esk er c'hornôg, hag ar stêr Lyne er c'hreisteiz. 2,434 a dud a oa o vevañ enni hervez niveradeg 2001.
Ul lec'h a bouez eo bet moarvat rak unan eus an eizh lec'h meneget er c'hentañ kartenn moullet eus Bro-Skos e oa, e 1570, graet gant Abraham Ortelius . Sed ar seizh lec'h all meneget: Carlisle , Kirklinton , Jedburgh , Wark , Coldstream , Norham ha Berwick (Logan Mack 1926).
Mojenn Arzhur
Nepell diouzh an iliz e c'hoarvezas Emgann Arfderydd , meneget e Vita Merlini Jafrez Menoe hag en Annales Cambriae , hag a vije c'hoarvezet er bloaz 573.
Iliz Arthuret
Iliz Arthuret.
Levrlennadur
Begg, Ean. & Rich, Deike (1991). On the Trail of Merlin. ISBN 0-85030-939-5
Glennie, John S. Stuart (1869). Arthurian Localities. Pub. Edinburgh. P.68.
Mack, James Logan (1926). The Border Line. Pub. Oliver and Boyd. P.51.
Skene, W.F.(1988). Arthur and the Britons in Wales and Scotland. ISBN 0-947992-23-5 .