Voltaire [volˈtɛʁ] a oa anv-pluennFrançois Marie Arouet [fʁɑ̃swa maʁi aʁuˈwe] (met ouzhpennet e veze le Jeune ouzh e gwir anv alies) a oa ganet d'an 21 a viz Du1694 e Pariz (kêr-benn Bro-C'hall), hag eno e varvas d'an 30 a viz Mae1778.
Un istorour, barzh, ha prederour gall e oa, brudet en e amzer hag en e vro, ha zoken e broioù all, hag ur skrivagner gallek hag a skrivas kalz hag a bep seurt, 2 000 levr a-hervez, hag 20 000 lizher, ha berzh bras a reas en XVIIIvet kantved.
Voltaire a grede e Doue, met ne oa ket katolik da vat : a-du e oa gant ar frankiz relijel, hag a-enep d'ar vonarkiezh diharz. Voltaire a oa kentoc'h a-du gant ur vonarkiezh diwar skouer hini Bro-Saoz.
Chomet eo brudet betek an deiz a-vremañ peogwir en deus gouestlet e skridoù hag e soñjoù d'ar justis, d'ar wirionez ha d'an doujañs ouzh ar frankiz relijiel.
E darempred e oa gant noblañsoù ha tud pinvidik, impljet en deus an darempredoù-se evit difenn e soñjoù ha stourm a-enep an amreoliezh (afer Calas pe hini ar marc'heg De La Barre). E zoare da skrivañ a veze alies flemmus, fent ha kriz war an dro.
Harluet ha bac'het e voe tro ha tro.
Lennadenn trajedienn "L'orphelin de la Chine" gant Voltaire e saloñs an Itron Geoffrin. E foñs an daolenn emañ kef Voltaire.
E vuhez
Yaouankiz
Ganet e voe François-Marie d'ar 21añ a viz Du1694 e Pariz, ha badezet en deiz war-lerc'h en iliz Saint-André-des-Arcs: fall e neuz, ma kreded ne chomje ket bev.
A orin e oa an tiegezh Arouet eus Poatev (Vendée hiriv), hag ober a raent war-dro krec'hin loened : kivijañ, berniañ, gwerzhañ. Erru e oant e Pariz a-raok 1625. Ma oa marc'hadour mezher ha seiz e dad-kozh e oa noter e dad, François Arouet (1647-1722), dimezet e 1683 e Saint-Germain-l'Auxerrois da Marie-Marguerite Daumart (1661-1701), merc'h d'ur grefier er Parlamant, ha pemp bugel o doe, ha daou anezho a varvas yaouankik.
Mervel a reas e vamm pa oa seizh vloaz.
E vreur Armand Arouet (1685-1765), a voe alvokad er Parlamant, a gemeras perzh er jansenouriezh, da vare ar Fronde hag an Diagon Pâris. E c'hoar, Marie Arouet (1686-1726), an den nemetañ karet gant Voltaire en tiegezh, a zimezas da Pierre François Mignot, reizher e Kambr ar C'hontoù, a voe mamm an abad Mignot, a voe pouezus e berzh da vare marv Voltaire, ha da Marie-Louise, ar « Madame Denis », a vevas gant ar skrivagner.
Kleñved ha marv
Je meurs en adorant Dieu, en aimant mes amis, en ne haïssant pas mes ennemis, et en détestant la superstition.
Ar skol
1704-1711 : Skoliet e voe er skolaj Louis le Grand, hini ar jezuisted, gwellañ skol an amzer, hini mibien an dud uhel. Eno e reas anaoudegezh gant ar vreudeur d'Argenson, mibien d'ar ministr. Troet e oa François-Marie gant ar studi hag ar sevel gwerzennoù latin ha gallek.
1743 : Kaset gant ar gouarnamant gall da Brusia da welout Frederig II.
E 1750, goude marv an Itron Du Châtelet, ha broudet gant ar Barizianed a oa krog da sutal dirak e bezhioù, ma asantas Voltaire da ginnig Frederig II da vont da chom da Verlin. Bodet e oa bet un toullad skiantourien c'hall, en o zouez La Mettrie ha Maupertuis, e Postdam.
E dibenn 1752 e tec'has Voltaire eus Berlin. Prizoniet e voe e Frankfurt. Neuze e tivizas mont da Suis da chom.
Catherine- Olympe du Noyer (lesanvet Pimpette) a voe kentañ karantez Arouet yaouank. Bec'h en doe Voltaire gant he mamm, Anne-Marguerite du Noyer, e Den Haag.
Darempredoù berrbad en doe Voltaire gant aktourezed: Suzanne de Livry, hag Adrienne Lecouvreur dreist-holl, met dre ma oa fallik e yec'hed ne oa ket ur bambocher.
Kalz siriusoc'h e voe e zarempred gant Gabrielle Émilie Le Tonnelier de Breteuil, markizez ar Châtelet-Lomont, a oa troourez Newton e galleg. Hounnezh a oa dimezet da markiz ar Châtelet, ezvezant peurliesañ. Anaoudegezh a reas gant ar skrivagner en 1733, ha c'hwezek vloaz e padas o darempred. E Cirey (Cirey-sur-Blaise) edo kastell ar varkizez hag eno e vevjont ; Voltaire a baeas astenn ar savadur.
Met ar varkizez a emgavas gant markiz Saint-Lambert (Jean-François de Saint-Lambert), hag a orgedas outañ. Brazez e voe Émilie, gwilioudiñ a reas, ha mervel prestik goude genel ur verc'hig.
Goude marv Emilie e vevas gant he nizez, an Itron Denis, merc'h e c'hoar.
Mennozhioù Voltaire
Enepyuzevegezh
Daoust hag enepyuzev e oa? Tabut bras zo diwar-benn kement-se.
Hervez Christian Delacampagne[1], e vije bet gouennelour hag enepsemit[2] }}, rak en anv ar stourm ouzh an obskurantegezh e vage kement a gaz ouzh ar gristeniezh evel ouzh ar yuzevegezh.
Hervez ar gelaouenn gatolik La Nef, e lenner en Dictionnaire Philosophique hag en « Essais sur les Mœurs » linennoù a siskouez splann e enepyuzevegezh[3].
Gouennelouriezh
Tud evel Leon poliakov a wel ennañ gwrizienn gouennelouriezh an XXvet kantved[4]
Oberennoù Voltaire
Elémens de la philosophie de Neuton, 1738
Skivet en deus pezhioù-c'hoari, romantoù meur, trajediennoù, barzhonegoù, flemmskridoù...
(Devise favorite de Voltaire contre l'intolérance religieuse dont il signait ses lettres en abrégé : Ecr.L'inf.)
"Si Dieu n'existait pas, il faudrait l'inventer."
(Voltaire / 1694-1778 / L'Epître 104)
"Dieu ne doit point pâtir des sottises du prêtre."
(Voltaire / 1694-1778 / Epîtres, 1769)
"On voit évidemment que toutes les religions ont emprunté tous leurs dogmes et tous leurs rites les unes des autres."
(Voltaire / 1694-1778 / De l'acoran et de la loi musulmane)
"Dieu n'a créé les femmes que pour apprivoiser les hommes."
(Voltaire / 1694-1778 / L'ingénu, 1767) "La religion juive, mère du christianisme, grand-mère du mahométisme, battue par son fils et par son petit-fils."
(Voltaire / 1694-1778 / Le Sottisier)
"Dieu? Nous nous saluons, mais nous ne nous parlons pas."
(Voltaire / 1694-1778 / Piron)
"Dieu est un comédien jouant devant un public trop effrayé pour rire."
(Voltaire / 1694-1778)
↑Christian Delacampagne, Une histoire du racisme, Livre de poche, 2000, p. 153.