Prusia[1], pe Prus[2], (Preußen en alamaneg; Prūsa en henbruseg), zo ur vro e reter Europa hag voe kalon ur rouantelezh pouezus en istor ar c'hevandir etre 1701 ha 1918. Etre 1918 ha 1947 e voe ul lodenn eus Alamagn. Divodet eo bet gant ar Re Gevredet e 1947. Hiziv eo rannet etre meur a Land, pe deuet da vezañ rannoù eus broioù amezek, evel Polonia, Lituania, Rusia, (hag a-raok eus Belgia, Danmark)... Chom a ra anezhi ar c'houn eus ur stad soudardel, a lavare Mirabeau diwar he fenn : "Prusia n'eo ket ur Stad hag un arme dezhi, met un arme tapet ganti ur vroad".
Istor
Roet eo bet an anv Prusia da veur a dra a-hed an istorvezh.
Prusia gozh a oa anezhi ur vro etre Pologn ha Rusia, deuet hec'h anv eus hini Balted ar vro, a veze laret Borused anezho, da lavarout eo « hogos Rused ».
Galindia ha Sudovia a oa div eus an daouzek proviñs orin. Meneget eo ar Sudovianed (pe Yotvingianed) e skridoù Ptolemeos, a lavare edont o chom e koadoù bras er mervent d'ar stêr Niemen.
Aourengravadur eus 1300Goude aloubadeg an XIIIvet kantved. E liv mouk an douaroù dindan an Urzh Teutonek. Goude Eil feuremglev Thorn. Ar stad teutonek en oraénjez.
Prusia a oa da gentañ ur vro etre Pologn ha Rusia. Dont a ra ar ger eus anv ur bobl balt anvet Borused. Trevadennet e voe ar vro gant Marc'hegerien an Urzh Teutonek. Ha poblet e voe gant Alamaned.
E dibenn an Eil Brezel-bed e tiviz ar galloudoù gounezet ar brezel ganto e vije disverket anv Prusia, pa gave dezho e oa kavell spered brezelour Alamagn; koulskoude e oa unan eus ar broioù alaman gounezet an diwezhañ d'an naziegezh hag e oa bet diskaret hec'h ensavadurioù dezhi hec'h-unan gant Hitler e 1933. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1947 e tivizont divodañ Stad Prusia ha skarzhañ kuit an Alamaned a vane evit lakaat Poloniz ha Soviediz en o lec'h. Setu perak ne gaver ket an anv Prusia en anv hini ebet eus stadoù Alamagn a-vremañ, adunvanet abaoe 1990.