Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Adalek an 21 a viz Here betek an 29 a viz Here 1914 e klasker beuziñ an douaroù etre Nieuwpoort ha Diksmuide, da lâret eo an dachenn etre ar Ganzepoot en Nieuwpoort, Sint-Joris, pont Tervaete, pont Schoorbakke, an hent-houarn Nieuwpoort- Diksmuide ha Diksmuide, diwar urzh ar pennlu belgiat, gant skoazell ar merdead Hendrik Geeraert ha Karel Cogge. D'an 21 a viz Here eo beuzet Ouf Nieuwendamme (nn 4 ouzh ar gartenn). N'eo ket trawalc'h: Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat digeriñ dor vras an Noordvaart (Kanol an Norzh) er Ganzepoot ha divizet eo d'an 26 a viz Here beuziñ ar vro etre Nieuwpoort ha Diksmuide. N'eo ket efedus an taol kentañ. Kregiñ a ra an dour-beuz da vat d'an 29 a viz Here da 7.30 sur noz en ur zerc'hel digor-bras dorioù an Noordvaart e-pad c'hwec'h euriad a-raok serriñ anezhe en-dro. Hendrik Geeraert hag ur strolladig milourion ar vrezelijinouriezh velgiat a labour memes mod meur a wezh. Al lu alaman ne c'hell ket mont pelloc'h ha kilañ a ra d'an 31 a viz Here en ur lezel dafar-brezel hag ur bern korfoù-marv soudarded war e lerc'h.
Savadurioù-kreñv ar Re Gevredet
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!