Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Schindler's List (Listenn Schindler e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du (hag e liv evit un niver dister a zarvoudoù) gant ar filmaozour stadunanatSteven Spielberg e 1993.
Ar romant Schindler's Ark[1], savet gant ar skrivagner aostralianThomas Keneally (1935-) diwar-benn buhez ar greantelour alamanOskar Schindler (1908-1974), a oa deuet e-maez e 1982. An oberenn-mañ eo a awenas Steven Spielberg evit e film hir.
Petra bennak ma oa Schindler ezel eus ar Strollad Nazi en devoa saveteet buhez war-dro mil kant Yuzev e-pad an Eil Brezel-bed. E-lec'h mont da vervel e kamp-labourPłaszów (Polonia) e oa deuet a-benn d'o zuta en e labouradeg (traezoù en amailh ha tennoù) o foeltrañ e vadoù sof-kont e manegoù roet da Nazied hag a zaremprede. Dougen a rae Listenn Schindler anv ar Yuzevien a oa sañset bezañ kaset da gamp-bac'hAuschwitz-Birkenau (Polonia) : bez' e voent treuzkaset yac'h ha dibistig da dTchekoslovakia a-drugarez d'ar greantelour.