part of UNESCO World Heritage Site, immovable monument in Poland
Trezalc'her
Auschwitz-Birkenau State Museum
Category for the view of the item
Category:Views of Auschwitz II (Birkenau)
Polish cultural heritage register number
A714/95
Auschwitz-Birkenau (poloneg: Oświęcim-Brzezinka) a oa ar brasañ aozadur kendastum ha kamp-diouennañ gant an nazied alamaneg, savet ganto war zouar kêr Oświęcim (Auschwitz en alamaneg), 60 kilometr eus Kêr Krakovia (poloneg: Kraków), e Polonia, ur vro aloubet gant an Alamaned en amzer-se. Krouet e voe ar c'hamp gant un SS alaman e miz Mae 1940 ha dieubet e voe gant an Arme Ruz d'ar 27 a viz Genver 1945.
Dindan 5 bloaz, e voe kaset da ludu kement ha 1,3 milion a dud, ken gwazed, ken maouezed, ken bugale, ha 900.000 anezhe kenkent ha diskennet eus trenioù ar marv en Auschwitz-Birkenau. Darn a veze kaset d'ar c'hambreier-gaz, darn all lazhet kenkent a daolioù bistolennoù pe fuzuilhoù. Kalz a varve diwar gleñved, diwar ziouer a voued, diwar arnodoù medisined, pe er c'hambreier-gaz war-lerc'h poanioù gouzañvet a bep seurt.
Auschwitz a zo gwelet evel ar brasañ kamp-diouennañ a-viskoazh, anezhañ arouez al lazhadeg vras kaset da benn gant an Nazied, arouez ar gouennlazh ma voe distrujet 6 milion a dud, 90% anezho yuzevien eus pevar c'horn Europa, hag arouez ar Shoah.
Tri iskamp a oa en Auschwitz
Auschwitz I (lazhet ~70 000 den ennañ)
Auschwitz II Birkenau (kamp-diouennañ lazhet ~ 1.2 milion den ennañ)