Saint-Manvieu-Norrey a zo ur gumun eus departamant Calvados
e Bro-C'hall.
Istor
Eil brezel-bed, miz Even 1944:
- d'ar 6 e kouezhas un nijerez Typhoon Mk. 1b eus ar Royal Canadian Air Force er vourc'h; lazhet e voe e nijour, douaret eo e Reviers[1],[2];
- dieubet e voe Saint-Manvieu da greisteiz d'an 26 gant ar 6th Battalion Royal Scots Fusiliers (44th Infantry Brigade Lowland, 15vet Rannlu Troadegiezh Skosat) eus ar Rouantelezh-Unanet goude emgannoù start ouzh an 12vet SS Panzer-Division Hitlerjugend[3];
- mervel a reas c'hwec'h den nann-soudard e Saint-Manvieu abalamour d'ar brezel e-pad Emgann Normandi, pevar anezhe a voe lazhet gant tennoù kanol, an daou all a voe lazhet gant an Alamaned[4].
1972: kendeuzet e voe kumunioù Norrey-en-Bessin ha Saint-Manvieu.
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Saint Manvieu e Saint-Manvieu[5].
- Iliz katolik Notre-Dame des Labours e Norrey, XIvet kantved[6].
- Chapel Aotrounez Saint-Manvieu, XIIIvet-XVIIvet kantved e bered Saint-Manvieu[7].
- Maner La Mare, XVIIvet kantved.
- E kumun Cheux emañ bered ar C'hommonwealth Saint-Manvieu War Cemetery, daoust d'hec'h anv.
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs 1962-2008
Niver a annezidi
Melestradurezh
Tud
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
- ↑ France-Crashes 39-45
- ↑ In Memories
- ↑ Normandie 44 - la mémoire
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France