Peter Högl (19 a viz Eost 1897 e Dingolfing – 2 a viz Mae 1945 e Berlin) a oa ul letanant-koronal (Obersturmbannführer) SS. E Berlin e oa e dibenn an Eil Brezel-bed, ha repuiñ a reas er Führerbunker.
Högl eo a harzas ar jeneral SS Hermann Fegelein pa glaske tec'hout war-du Sveden pe Suis gant e garedig hungariat hag ivez gant bilhedoù, paseporzhioù faos ha dilhad sivil. Högl a harzas anezhañ peogwir e laboure Fegelein evit Himmler, hag a oa bet lakaet da dreitour gant Hitler peogwir en doa klasket kaout un emglev gant ar Gevredidi gant sikour ar c'hont Folke Bernadotte. Dre ma ne oa ket Himmler e Berlin e kemennas Hitler ma vefe harzet an holl dud a laboure gantañ hag a oa e Berlin. Kaset e voe Fegelein dirak ul lez-vrezel renet gant ar jeneral Wilhelm Mohnke hag enni ar jeneraled Wilhelm Burgdorf, Hans Krebs ha Johann Rattenhuber.
Högl en em lazhas er Führerbunker d'an 2 a viz Mae 1945.
Annezidi diwezhañ ar Führerbunker renket dre an deiziad ma kuitajont anezhañ e 1945 |
---|
| 21 a viz Ebrel | | | 22 a viz Ebrel | | | 23 a viz Ebrel | | | 24 a viz Ebrel | | | 28 a viz Ebrel | | | 29 a viz Ebrel | | | 30 a viz Ebrel | | | 1añ a viz Mae | | | 2 a viz Mae | | | Deiziad dianavezet | | | Bepred er bunker d'an 2 a viz Mae | | | Emzistrujet | | | Lazhet | |
|