Ulrich Friedrich Wilhelm Joachim von Ribbentrop, ganet d'an 30 a viz Ebrel1893 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Here1946, anavezetoc'h evel Joachim von Ribbentrop, a oa maodiern an aferioù estren evit an Trede Reich etre 1938 ha 1945.
Ribbentrop a oa bet pignet etrezek Adolf Hitler dre ma oa un den a aferioù en devoa beajet kalz gant un anaoudegezh kalz ledanoc'h eus ar bed estrenevit na oa hini forzh peseurt penn uhel Nazi. Ouzhpenn da-se e oa doujet e bed an aferioù. Prestet en devoa e di evit ar gejadenn guzh e miz Genver 1933 a lakaas Hitler war ar renk evit bezañ kañseller Alamagn. Deuet e oa da vezañ kuzulier Adolf Hitler, betek heugiñ an izili all eus ar strollad nazi. Evit tud all er strollad nazi, Ribbentrop ne oa nemet un den hep damant ha dic'houest. Fiziet e voe ennañ memestra ar post a gannadour e Court of St James (evit Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon) e 1936 ha goude-se maodiern aferioù estren Alamagn adalek miz C'hwevrer 1938.
A-raok an Eil Brezel-bed e voe unan eus ar re a savas ar Pakt dir (an emglev etre Alamagn hag Italia faskour) ha goude-se e oa deuet a-benn da sevel an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet, brudet evel Pakt Molotov–Ribbentrop (feur-emglev alaman-soviedel). Goude 1941, levezon Ribbentrop a oa aet war zigreskiñ kalz.
Harzet e miz Even 1945, Ribbentrop a voe barnet e-pad Prosez Nürnberg. Tamallet e voe dezhañ bezañ e-touez ar re kiriek d'an Eil brezel-bed, ha diazezerien an Holokost. D'ar 16 a viz Here 1946 e voe ar c'hentañ den barnet ha kondaonet d'ar marv o vezañ krouget.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!