Heinz Lorenz (7 a viz Eost 1913 e Schwerin - 23 a viz Du 1985 war an hent etre Bonn ha Düsseldorf) a oa e penn sekretouriezh kelaouiñ Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed.
E 1945 e voe lakaet e-karg eus ar c'helaouiñ er Führerbunker e-pad emgann Berlin. D'ar mare-se e oa peurzistrujet pe dost holl sistem kelaouiñ an Trede Reich ha Lorenz a oa e-touez ar re a save danevelloù-kelaouiñ dre adlenn hag adskrivañ kemennadennoù ar Gevredidi.
Lorenz a laboure evit ar jeneral Hans Krebs hag ivez evit Bernd von Freytag-Loringhoven ha Gerhardt Boldt. Pizh e selaoue kemennadennoù Reuters war BBC; biskoazh ne ouezas Hitler an dra-se.
D'an 28 a viz Ebrel 1945 ez eo Lorenz a lavaras da Hitler e oa aet Heinrich Himmler e darempred gant ar Gevredidi, dre hanterouriezh Folke Bernadotte.
Annezidi diwezhañ ar Führerbunker renket dre an deiziad ma kuitajont anezhañ e 1945 |
---|
| 21 a viz Ebrel | | | 22 a viz Ebrel | | | 23 a viz Ebrel | | | 24 a viz Ebrel | | | 28 a viz Ebrel | | | 29 a viz Ebrel | | | 30 a viz Ebrel | | | 1añ a viz Mae | | | 2 a viz Mae | | | Deiziad dianavezet | | | Bepred er bunker d'an 2 a viz Mae | | | Emzistrujet | | | Lazhet | |
|