Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù (diwar skouer an alamaneg) pe Luskad ar broioù didu[1] zo ur forom a 120 stad ha n'emaint ket a-du gant pe a-enep unan eus ar bloc'hoù galloud. Goude Aozadur ar Broadoù Unanet ez eo ar brasañ strollad stadoù er bed[2][3]
Kregiñ a reas al luskad goude Brezel Korea, evel ur striv a-berzh broioù zo da gempouezañ disparti prim ar bed e-pad ar Brezel yen, ma oa savet bloc'hoù disheñvel gant daou c'halloud bras a loc'he ur politikerezh da sachañ ar peurrest eus ar bed en unan eus ar c'hampoù. An URSS e oa ar c'hentañ anezhe, e penn ar bloc'h komunour hag e hini Pakt Varsovia, hag egile e oa strollad ar stadoù kapitalour a-du gant Stadoù-Unanet Amerika, en o zouez kalz izili eus Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. E 1961, hervez ar pennaennoù divizet e Kuzuliadeg Bandung e 1955, e oa diazezet Luskad ar stadoù distag en un doare fetis e Beograd, e Yougoslavia, war atiz prezidant Yougoslavia, Tito, kentañ ministr India, Jawaharlal Nehru, prezidant Egipt, Gamal Abdel Nasser, prezidant Ghana, Kwame Nkrumah, ha prezidant Indonezia, Sukarno[4][5][6]
Heuliet e voe gant Kentañ emvod ar pennoù stad eus Luskad ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù[7]. An droienn non-aligned movement a anadas da gentañ da vare ar bempvet emvod e 1976. Ar broioù a gemere perzh en emvod a voe disklêriet "izili al luskad". Termenet e voe pal an aozadur gant Fidel Castro en e zisklêriadenn en Havana e 1979 : asuriñ "an dizalc'hded vroadel, ar riegezh, anterinder an tiriad ha surentez ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù" en o "stourm a-enep an impalaerouriezh, an drevadennouriezh, an nevez trevadennouriezh, ar ouennelouriezh, hag holl seurtoù tagadenn estren, dalc'herezh, mestroni, emelladenn pe hegemoniezh koulz hag a-enep politikerezh ar galloudoù bras hag ar bloc'hoù"[8][9].
Bodañ a ra al luskad tost an div drederenn eus izili ar Broadoù Unanet ha 55% eus poblañs ar bed. Un niver bras eus ar broioù en aozadur a vez sellet oute evel broioù o tiorren pe Stadoù eus an Trede bed, daoust ma'z eus ivez un niver a vroioù diorroet.
Kendalc'het en deus al luskad da vezañ oberiant a-hed ar brezel yen, daoust da veur a vrezel etre an izili, ha daoust da izili zo da ziorren liammoù startoc'h gant an URSS, Sina, pe ar Stadoù-Unanet. Abaoe diwezh ar Brezel yen, e 1992, en deus klasket al luskad diorren liammoù lieskostezel ha darempredoù koulz hag unaniezh etre ar broioù o tiorren, e-touez broioù ar Su dreist-holl.
Kuzuliadeg pennoù Stad pe gouarnamant ar broioù distag eus ar bloc'hoù, a vez graet anv anezhi alies evel Kuzuliadeg luskad ar broioù didu eo an emvod pennañ eus al luskad ha dalc'het e vez bep an amzer :[10]
Dilennet e vez ur c'hadoriad e pep kuzuliadeg[13]. Ar burev kenurzhiañ, diazezet ivez er Broadoù Unanet, eo ar benveg pennañ a dalvez da ren labour task forces, bodadoù ha strolladoù labour al luskad.