Ganet e oa Louise-Victorine Choquet e Pariz ; Pikarded e oa he zud, deuet da chom da gêr-benn Bro-C'hall. Troet e oa he zad gant al lennegezh, hini Voltaire dreist-holl, ha reiñ a reas dezhi un deskadurezh pell diouzh ar relijion. Goude ur pennad e kuitaas Pariz gant e diegezh, e wreg hag o zeir merc'h, da vont da chom war ar maez. Ur bugaleaj digenvez he doe Louise.
E 1844 e timezas d'ar pastor protestant elzasat Paul Ackermann, a oa mignon da P.-J. Proudhon. Pa varvas he fried, e 1846, ez eas da chom war ar maez, en ur genlabourat gant ar Revue des Deux Mondes, o kas barzhonegoù, a zastumas e levrioù goude: Contes en vers (1855), Premières poésies (1873), Poésies philosophiques (1874) ha Pensées d'une solitaire (1883).