Dont a reas da vezañ roue memestra pa chomas divugel Charlez VIII hag Anna Vreizh. Goude torret e zimeziñ e euredas gant ar rouanez intañvez kenkent ha bloaz kentañ e ren.
E 1485, evel dug en ur renk uhel e kemeras penn un emsavadegnoblañsoù a-gevred gant Frañsez II, dug Breizh e-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu, o vezañ ma oa ar roue Charlez VIII, ur minor. Trec'het e oant e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Toullbac'het e oa bet Loeiz ha dug Breizh lakaet da blegañ dirak Anne de Beaujeu. Anvet eo bet an avañtur ar Brezel foll.
Difachañ
Pa yeas Charlez VIII da roue e oant difachet.
Donedigezh d'an tron
E 1498 e varvas Charlez VIII a-daol-trumm ha ne oa ket chomet bev nep bugel dezhañ ganet diwar ar rouanez Anna Vreizh. Pa oant bet plijet bezañ asamblez e kinnigas ar roue nevez Loeiz da Anna Vreizh dimeziñ gantañ. Met evit kas an dimeziñ da benn e oa ret goulenn an aotre digant ar pab, Alesant VIBorgia, a ranke terriñ e eured kentañ gant merc'h Loeiz XI.
Emglev a voe etre ar roue hag ar pab. Kas a reas Alesant VI e vab Cesare Borgia da Vro-C'hall gant an aotre ken gortozet ha roet e voe dezhañ, en eskemm, un dugelezh e Bro-C'hall (dug Valentinois e voe anvet) evit e boan hag aberzhet e voe ur briñsez, Charlotte d'Albret, a voe lakaet da zimeziñ gantañ.
Dimezioù
Teir gwech e timezas.
D'an 8 a viz Genver 1499, ec'h addimezas Loeiz hag Anna Vreizh (1477-1514) e Naoned.
Div verc'h o doe:
En 1514 e timezas da Mari Tudor, priñsez a Vro-Saoz (1496-1533), merc'h d'ar roue saoz Herri VII, Kembread a orin, ha da Elesbed Plantagenêt ( pe [[Elesbed York]). bugel ebet n'o doe.