Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Charlez Eizh (1470 – 1498), roue Bro-C'hall, a oa mab mab d'ar roue Loeiz Unnek ha da Charlotte de Savoie (war-dro 1439-1483).
E vuhez
Ganet e 1470 e kastell Amboise ha marvet dre wallzarvoud er memes lec'h e 1498. Ren a reas goude marv e dad e 1483, hogen, pa ne oa nemet 13 vloaz, dindan e c'hoar Anne de Beaujeu betek e vajoriezh e 1491, ha ganti e voe lakaet da zimeziñ da Anna Vreizh.
Bugaleaj
Klask a reas priñsed ar rouantelezh c'hall lakaat al lezrouanez da blegañ ouzh o bolontezioù hag a renas ar Brezel foll outi eus 1485 da 1488. Loeiz, dug Orleañs, ha Frañsez II, dug Breizh, a vodas aotrounez all evit stourm ouzh armeoù ar Roue.
Brezel gant Breizh ha dimeziñ
Trec'h e voe Charlez war arme dug Breizh Frañsez II en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Rediet e voe Frañsez II da sinañ ur feur-emglev e Sablé ma asantas drezañ goulenn aotre ar Roue a-raok eurediñ e verc'hed. Mervel a reas goude dindan miz.
E 1491 ez eas an arme roueel da lakaat seziz war gêr Roazhon, pa oa an dugez Anna Vreizh, 14 vloaz dezhi, a-drek ar mogerioù.
Dont a reas Anne de Beaujeu a-benn da rediañ anezhi da zimeziñ gant ar roue yaouank, kaset e voe kuit eus Breizh, ha lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren.
Mervel a reas goude ur gwallzarvoud, skoet gantañ e benn ouzh gourin un nor izel e kastell Amboise e 1498.
Martezeadennoù
Goude ma n'eus prouenn ebet ez eus bet kontet kreñv ivez e oa bet kontammet, hervez ur c'hiz a vije bet degaset gant ar c'halloued eus Italia.
Lod a lavar ivez (Science et Vie, 1992) e oa marvet diwar an naplez, tapet gantañ ar c'hleñved o c'hastaouiñ en Italia. Ha klasket e vije bet kuzhat ar wirionez ouzh e wreg. Nemet ne glot ket, hervez ar vedisined, danevell e varv gant azonoù ar c'hleñved.