Ul levr divyezhek zo ul levr ennañ ar memes danvez e div yezh disheñvel, ar yezh orin hag un droidigezh peurliesañ.
Peurliesañ e vez savet al levr dre lakaat an daou skrid tal-ouzh-tal : ar skrid orin war ar bajenn gleiz hag an droidigezh war ar bajenn dehou ; a-stur gant ar skrid orin e vez an droidigezh, ne ziskouez ket danvez a vefe war ar bajenn gleiz da-heul.
Arveret e vez an doare evit kelenn yezhoù, gant ar yezh estren e-tal ar yezh-vamm.
Levrioù divyezhek brezhoneg ha galleg
- 1839-1867 : Barzhaz Breizh, dastumet gant Théodore Hersart de La Villemarqué
- 1925 : Yann Landevenneg, pezh-c'hoari gallek gant François Cornou, troet e brezhoneg gant Yann-Vari Perrot[1]
- 2002 : Danevelloù Divyezhek, un dastumad eizh danevell vrezhonek[2] troet e galleg[3], embannet gant Embannadurioù Al Liamm[4]
- 2003 : Quatre Poires, un dastumad peder barzhoneg ha tri-ugent gant Anjela Duval hag an droidigezh anezho e galleg gant Paol Keineg[5]
- 2003 : Mes gens et mes bêtes, brezhoneg ha galleg gant Jean-Yves Plourin, Armeline
- 2011 : Histor eur famill eus Breïs-izel / Histoire d’une famille de Basse-Bretagne, eñvorennoù Herve Burel, kinniget ha troet gant Nelly Blanchard, Skol-Vreizh/CRBC, 616 p.
- 2013 : Dre vertuz ar graoñenn - Par la vertu de la noisette gant Anjel Jacq, embannet gant Coop Breizh
- 2014 : Warhoaz marteze... — Demain peut-être..., Charlez An Dreo, Emgleo Breiz (ISBN 9782359741018)[6]
- 2015 : Emgann Kergidu. La Bataille de Kerguidu, ar romant gant Lan Inisan troet e galleg gant Yves Le Berre, embannet en dastumad TAL HA TAL gant Embannadurioù Ar CRBC[7]
- 2017 : Kan an enez c'hlas - Le chant de l'île verte gant Alain Durel, un dastumad haikouioù, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh[8]
- 2020 : Esben hag ar sorserez, skridoù brezhonek ha gallek gant Mark Kerrain diwar ar skrid saoznek Esben and the Witch gant Andrew Lang, Sav-Heol, 2020 (ISBN 979-10-90456-52-5).
Levrioù divyezhek brezhoneg ha saozneg
Levrioù divyezhek brezhoneg hag italianeg
Notennoù ha daveennoù