Le Cri du Peuple, « kazetenn bolitikel pemdeziek », a zo ur gazetenn c'hallek embannet e Pariz (Bro-C'hall) e 1871 war ur folenn vras gant pemp kolonenn. dek kantim he friz. Jules Vallès a oa he fenngazetennour. Casimir Bouis, Jean-Baptiste Clément, Pierre Denis, Charles Rochat a voe redaktourien all. Gustave Courbet, Bauer hag André Leo a roas un nebeud pennadoù.
Embannet e voe he niverenn gentañ d’an 22 a viz C’hwevrer 1871. Ar jeneral Vinoy a zifennas hec'h embann d’an 11 a viz Meurzh. D’an 19 e krogas Vallès gant ur gazetenn nevez « Le Drapeau », met, abalamour d'an emsavadeg kroget antronoz e embannas niverenn 19 « Le Cri du Peuple » d’an 21 a viz Meurzh. Dont a reas ar gazetenn er-maez en un doare reoliek e-pad mare ar Gomun, betek an niverenn 83, embannet d’an 23 a viz Mae 1871, da lavaret eo betek kreiz ar sizhunvezh wadek.
« Le Cri du Peuple » a zo bet kazetenn vrudetañ ar Gomun, abalamour da personnelezh Jules Vallès, kazetenner brudet dija e-mesk ar bobl abalamour d'e stourmoù ha d'e bennadoù.
Stil ar gazetenn a zo nerzhus, prederiet hag entanet a-benn broudañ mennozhioù politikel.