En XIIvet kantved e voe savet un tour-difenn eno. Er c’hantved war-lerc’h e voe savet tourioù all koulz ha mogerioù d’ober ur c’hastell-kreñv, gant ar roue Magnus Ladulås. Labourioù all a voe graet diwezhatoc’h gant ar roue Gustav Vasa hag e vibien Erik XIV ha Yann III, a reas eus ar c’hastell-kreñv ur gwir balez evit rouaned, er XVIvet kantved.