En orin eo ur c'hastell (liester: kestell pe kistilli pe kastelloù) ur savadur e kerz un aotrou evit gwareziñ e c'halloud war e c'hladdalc'h ha chom en e c'houdor e-pad ar Grennamzer. Diwar al latincastellum eo bet deveret ar ger. Ur castellum (castrum bihan) a oa kreñvlec'h bihan al luoz roman. Meur a gastell roman e mein a zo bet adimplijet hag adsavet er Grennamzer (da skouer: kastell Brest), met muioc'h a zo bet freuzet evit sevel tiez.
Savet eo bet kestell kentañ ar Grennamzer e prenn, war ur savenn douar peurliesañ, da lavaret eo ur voudenn gastell pe voudenn gladdalc'h. Goude-se, war-dro an Xvet kantved, e vezent savet e mein ha kastell-kreñv a reer anezho.