Emañ An Chathair war lez ar stêr Súir, 20 km diouzh Cluain Meala. E 2006 e oa 3 381 a dud o chom enni. Brudet eo kastell An Chathair, nepell diouzh kêr, unan eus koshañ kestell Iwerzhon. Er c'hastell-se e oa bet troet, e 1980, ar film Excalibur gant John Boorman. Aspadennoù all eus an amzer dremenet zo e kêr : un iliz anglikan, rivinoù ur prioldi...