En 1402 setu Marc'harid Iañ Danmark o varc'hata gant Herri IV Bro-Saoz diwar-benn un emglev etre Bro-Saoz hag Unvaniezh Kalmar. Kinniget e voe ober div eured war un dro: Erik a zimezje da verc'h Herri, Philippa, hamab Herri, Priñs Kembre ha danvez-roue ( Herri V Bro-Saoz), a zimezje da c'hoar Erik, anvet Katarzyna.